AET EO PÊR DENEZ DA ANAON


Rédigé le Mercredi 24 Avril 2024 à 15:08 | Lu 4 commentaire(s)


IN WAR RAOK ! - N° 33 - Octobre 2011


Graet en deus an Ankoù e reuz adarre en Emsav. Kollet hon eus unan eus labourererion vrezhonek wellañ hon amzer pa oa marvet Pêr Denez d'an 30 a viz gouere e Rovelieg d'an oad a zek vloaz ha pevar-ugent. Gallet en deus seveniñ ul labour a vent vat e-pad e vuhez hir. Ouzhpenn bezañ ur yezhoniour ampart e oa ivez ur skrivagner founnus hag ur stourmer gredus. Ganet e oa bet e Roazhon d'an 3 a viz c'hwevrer 1921. Pleustriñ a reas ar metoù breizhat abred-mat dre ma krogas da zeskiñ brezhoneg pa oa en e 13 vloaz. Ne oa ket pell oc'h en em varrekaat war ar yezh peogwir e stagas da embann pennadoù er gelaouenn Arvor e-pad an eil brezel-bed. Goude bezañ graet studioù war ar saozneg e teuas da vezañ kelenner, da gentañ e Kemper ha da echuiñ e Douarnenez. Eno e timezas gant ur vrezhonegerez a-vihannik eus ar vro, ar pezh a sikouras anezhañ da beurwellaat e vrezhoneg. 

Ar yezhoniour

Pa oa e bro ar Pennoù-sardin e reas e vennad da sevel un dezenn war brezhoneg Douarnenez. Evel-se e oa digoret dezhañ dor ar skol-veur hag e voe anvet kelenner e Roazhon 2. Ar yezhoniour ampart a oa anezhañ ne baouezas ket da genlabourat gant ar gelaouenn Hor Yezh ha da vroudañ e studierien da zispenn e roudoù. Ouzhpenn-se e skrivas dornlevrioù plijus da zeskiñ brezhoneg, en o zouez Brezhoneg Buan hag Aes. Embann a reas ivez kontadennoù Fañch an Uhel, ar pezh zo talvoudus-kenañ peogwir ne veze anavezet beteg-henn nemet ar stumm gallek anezho. 

Ar skrivagner

A bep seurt lennegezh en deus bet skrivet met anavezet eo dreist-holl evit e romantoù hag e zanevelloù. Un doare dezhañ e-unan en doa da frammañ an oberennoù-se, levezonet moarvat gant e anaoudegezh don eus al lennegezh saoznek en devoa studiet a-zevri pa oa yaouank. Dre ma ne oa ket brezhoneger a-vihannik ez eus bet tud evel-just evit rebech dezhañ e vrezhoneg, pismiget eo bet gant darn, evel ma oa bet pismiget Roparz Hemon en e amzer. Padal hag-eñ e oa barrekoc'h ar bismigerien egeto ? Da-lavaras hor re gozh: el labour graet e kaver abeg ! Dereatoc'h eo meuliñ Pêr Denez ha Roparz Hemon evit al labour kaer o deus sevenet en hol lennegezh a-vremañ.

Ar stourmer

Gwelet hon eus en devoa kroget Pêr Denez abred-kenañ da stourm evit Breizh. Evitañ ne oa ket tu da zispartiañ ar stourm evit ar yezh eus ar stourm evit ar Vro. Unan eus pennoù bras an eil Emsav e voe. Biken ne zinac'has ar re o devoa lakaet o buhez en arvar pe ar re o devoa kollet o buhez evit difenn gwirioù Breizh ha se zo bet tamallet dezhañ evel-just. Lod evel Didier Daeninckx zo aet zoken betek ober trouz warnañ evit bezañ difennet memor an Aotrou Perrot ! Evit a sell ar stourm sevenadurel, e oa Pêr Denez ezel eus kement tra hag a gonte en Breizh, adalek Kuzul ar Brezhoneg betek Skol Uhel ar Vro ha skrivañ a rae en holl gelaouennoù pouezusañ.
Oberiant e oa bet ivez er stourm politikel rak eñ eo, gant un toullad keneiled, en devoa krouet ar gelaouenn bolitikel Ar Vro e 1957. Bezet a vezo, a-drugarez dezhañ eo ma oa bet krouet an aotreegezh vrezhoneg e 1981 pa oa kelenner e skol-veur Roazhon. 
Bennozh Doue dezhañ ha ra vo skañv douar Breizh warnañ.


Dans la même rubrique :