Ar groaz keltiek


Rédigé le Jeudi 16 Mai 2024 à 11:56 | Lu 8 commentaire(s)



IN WAR RAOK ! - N° 45 - Avril 2015

 

Leun-barr a arouezioù eo an hensevenadur keltiek : ar gwez, al loened, ar rod pe c'hoazh an tresoù a vez kinklet an armoù hag ar bravigoù ganto... Ar groaz keltiek avat eo an arouez splannañ ha klokañ eus ar gosmogoniezh.

Sellomp a-dostoc'h ouzh arouezelezh ar groaz keltiek. En eil milved a-raok H. S. e oa en em strewet ar Gelted (harozek ha kevrinus o amzer-dremenet) e kornaoueg Europa e-lec'h m'o doa degaset o gouiziegezh. Dalc'herien un diskuliadur kornôgel par da sevenadur ar Bibl e oant. Pa zegouezhas ar gristeniezh er gornaoueg e strollas an div awen-se en ur genaoz ez eo ar groaz keltiek ar gwellañ arouez anezhi. Unan eus arouezioù pennañ Mabden eo ar groaz, pell a-raok donedigezh ar gristeniezh. Adalek an trede kantved goude H. S. o doa kristenelezhioù keltiek Iwerzhon dispaket ster ar groaz kelc'hiet, kenaoz don ha rik etre an hengoun keltiek hag ar gristeniezh. Ar c'helc'h, hud ha selestiel war un dro, a ro korf d'an oabl ha brec'hioù ar groaz a zerc'henn ar peder elfenn : an aer, an douar, an dour an tan met ivez ar pevar avel, ar pevar c'houlz-amzer hag an doare m'o doa an Hengelted da rannañ an tiriad e pevar. Ar c'hreiz zo ul lec'h tremen ha kehent aroueziel etre ar bed-mañ hag ar bed all. Ar gweadurioù war troad ar groaz a eztaol lusk didermen emdroadur hag atroadur ar c'hozmoz hag an den. Kinklet e vez alies ar c'hroazioù keltiek gant gweadurioù ha skoulmoù a zo arouezioù buhez met ivez gant derc'hennoù an naer, arouez an azginivelezh.

Kavet e vez ar groaz keltiek e kalz a lec'hioù (beredoù dreist-holl) rag ar gristeniezh he deus adtapet dre ar groaz kristen (kroaz simpl) lod eus an arouezelezh « pagan ». Er groaz keltiek e kavomp ar genaoz eus derc'hennoù arouezel hon hendadoù. Kevrediñ a ra an amzer hag an egor.

Anvet eo « kroaz keltiek » abalamour ma oa deut er gouloù e broioù keltiek tramor, peurgetket e Kembre, Alba hag Iwerzhon. En ur vro geltiek all, Breizh, e vez kavet ivez.

Tri c'helc'h kengreiz (keñverioù an treuzkizoù anezho o vezañ 9, 27 ha 81) ha peder brec'h a ya d'ober ar groaz keltiek. Klotañ a ra ar c'helc'h brasañ (81) gant ar c'helc'h doueel pe Keugant ; an eil (27) gant kelc'h an treuztiriadurioù pe Abred ; Ar bihanañ (9) gant kelc'h ar gouloù pe Gwenved. An tri c'helc'h-se a arouez an hentoù a zle heuliañ an eneoù a-benn sevel betek ar barr uhelañ.

 

Eostig Pont-Eon.



Dans la même rubrique :