in War Raok ! - n° 52 - Septembre 2018
Ganet e oa bet e Lannuon e 1940. Savet e oa bet e galleg er gêr met kroget en doa da zeskiñ brezhoneg e skolaj Sant-Josef ha brezhoneg mat a zeskas. Sikouret e oa gant un endro brezhoneg bev-kenañ rak arabat eo disoñjal e oa Lannuon ar gêr vrezhonek diwezhañ. Betek ar bloavezhioù 1980 e veze klevet brezhoneg e pep lec'h hag e pep amzer er ruioù ha d'ar yaou, deiz ar marc'had, e veze beuzet kêr gant ar brezhoneg.
Goude bezañ studiet an istor hag ar brezhoneg e Roazhon hag ar brederouriezh hag an doueoniezh en Añje e voe beleget e 1974 e Rostrenn. Chom a reas 30 vloaz eno, da gentañ evel kelenner armerzh ha brezhoneg e skolaj Kampostal ha c'houde evel kure ha person ar barrez. E 2001 e voe anvet da berson e Landreger hag e 2006, aet war e leve, e kavas repu e presbital Brelevenez.
E-pad e vuhez e labouras evit Breizh hag ar Feiz. Troet en doa e brezhoneg oberennoù skivagnerien estren brudet evel Jorge Luis Borges, William Faulkner, Franz Kafka, etc. Kenlabouret en doa ivez gant Fañch Kerrain, en ur skrivañ notennoù an daou levr Prederouriezh pe Philo-Sophia ha Keal Doue war-lerc'h Auschwitz. A bep seurt skridoù all en doa skrivet ivez, danevelloù ha barzhonegoù embannet gant Al Liamm pe Kannadig Imbourc'h.
Ur prezegenner eus an dibab e oa. Un dudi oa klevout e sarmonioù distaget en ur brezhoneg sklaer ha kaer. Un diouer bras e vo evit ar vrezhonegerien gatolik, rak ne chom ket kalz a veleien ken distagellet hag eñ en hor yezh. Ur bern yezhoù all a anaveze ivez ha gant-se e oa barrek da brezegenniñ e meur a yezh, e kembraeg hag en alamaneg dreist-holl.
Karout a rae ober ivez war-dro ar re yaouank : aozañ beajoù en estrenvro ha kampoù katekiz evit ar vugale.
Ra vo degemeret er Baradoz gant sant Erwan hag holl sent Breizh.
An Deureugenn.