D’an 3 a viz kerzu 2010 he deus kollet Breizh unan eus e vibien wellañ, Charlez Ar Gall, brudetañ " paotr ar brezhoneg " zo bet biskoazh.
Bro espar e c'hanidigezh
Ganet e oa d’ar bemp a vis meurzh 1921 e Maezoù-Gwenn, un ti-feurm en Ospital-Kamfroud, nepell eus an hent a gas eus ar vourc’h da d-Tibidi. Pa oa paotr bihan e oa moarvat degouezhet gantañ, meur a wech, mont da vesa ar saout pe da c’hoari e Menez-Vengleuz ha sur-mat e veze bamet ar c’hrennard gant ar gwel kaer a gaver eno war lost lenn-vor Brest gant enez Tibidi just dindan, e-lec’h ma oa deuet sant Gwenole da chom e-pad ur pennad e deroù e abostolerezh, ha pelloc’h en dremmwel, en tu all d’an dour, neved Landevenneg, lec’hioù karget a istor hag a speredelezh hag o deus skoet nebaon spered ar bugel bev a oa anezhañ. Er gêr ne veze klevet ger galleg ebet ha brezhoneg mat a veze komzet, ur brezhoneg etre, "ledanoc'h" eget brezhoneg traoñ Kerne ha "skañvoc'h" eget hini bro-Leon peogwir e ouezer mat penaos "etre ar Faou ha Landerne n'emeur nag e Leon nag e Kerne". N'en dije ket gellet bezañ ganet en ul lec'h reishoc'h an hini a zeufe da vezañ "mouezh Breizh", bloavezhioù diwezhatoc'h.
E yaouankiz
Ar chadenn vurzhudus
Pa oa skolaer yaouank e reas anaoudegezh gant gant Chanig Gwilhamed, merc'h ur skolaerez hag un ofiser war vor, ur fulenn a Gernevadez anezhi, hag a zeuy da vezañ, e 1942, Chanig Ar Gall, e wreg karet hag e genlabourerez feal evit hogozik 70 vloaz ! Div verc'h o devo ha, da heul, bugale-vihan ha bugale-guñv, lod anezho brezhonegerien ampart. An eurvad en devo bet Charlez eta da welout n'eo ket bet
Torret ar walenn aour, gwalenn ar yezh,
Ar walenn aour a unane
Kalonoù nevez ar vugale
Ouzh kalonoù ar re gozh
da-lavaras Yann Sohier en e varzhoneg varzhus E-tal ar Groaz.
Ar stourmer, mab speredel Yann Sohier
Goude an eil brezel-bed e krede da galz e oa echu gant an Emsav brezhonek, met an holl a oar pegen kalet eo pennoù ar Vretoned. Setu ma adsavas an Emsav a bep tu a-drugarez da dud a galon, rak ret e oa bezañ kalonek er mare-se evit sevel e vouezh a-du gant ar brezhoneg. Charlez, asambles gant mignoned evel Armañs Keravel hag Andrev ar Merser, a adlakas en e sav ar gevredigezh Ar Falz a oa bet krouet gant Yann Sohier a-raok ar brezel. Eno e veze bodet skolaerien ha kelennerien ar skolioù lik o doa c'hoant da savetaat ar brezhoneg ha da stourm evit ma vefe degemeret en deskadurezh. Kenlabourat a reas Charlez gant ar gelaouenn anvet Ar Falz ivez hag a glaske ledañ mennozh ar brezhoneg e metoù ar skolaerien, gant Skol Vreiz ur gelaouenn bedagogel a-feson hag a sikoure ar re o doa c'hoant da gelenn brezhoneg hag ouzhpenn-se e skrivas meur a bennad e Brud, kelaouenn ar gevredigezh Emgleo Breiz. E-pad pell e reas ivez war-dro ar stajoù aozet e-kerz an hañv gant Ar Falz evit sikour an dud da wellaat o brezhoneg. Ul levr bihan met pouezus-kenañ en devoa skrivet e galleg, Breiz Hor Bro (bet adembannet e 2005 dindan an titl Toutes les Cultures de Bretagne) evit deskiñ da dud ar c'helc'hioù keltiek ar pep pouezusañ diwar-benn istor, douaroniezh, armerzh, stuz, yezh ha lennegezh Breizh, ur seurt vademecum eus hor sevenadur.
Ur brezhoneg dispar a skrive, poblek ha pinvidik war un dro. Un drugar eo lenn ar pennadoù en deus bet skrivet e Brud, e-lec'h ma splann e deneridigezh, e garantez evit mab-den. Da geñver e obidoù e lennas Mari Kermarreg un tamm eus e zanevell verr E-skeud ar Binvidigez ha meur a hini a teuas daeroù d'o daoulagad pa glevent seurt komzoù fromus displeget en brezhoneg ken yac'h. Mab da Yann Sohier e oa Charlez ivez dre ma oa digor-mat e spered. Erru mat e oa Yann Sohier gant an holl, mignon da v-Marcel Cachin koulz ha da Yann-Vari Perrot. Heñvel e oa gant Charlez hag en dije gallet lavarout en ur zrevezañ Terentius, ur skrivagner eus an Henamzer : "Britto sum, brittanici nihil a me alienum puto. (Ur Breizhad on ha n'eus netra a vreizhek a lakaan da estren.)" Pe e vijent ruz pe e vijent gwenn, e oa degemeret mat an holl gantañ. Ral eo gwelet un den ken hegarat hag e oa Charlez Ar Gall e-keñver e nesañ. Mar karje an holl emsaverien bezañ bet eveltañ e-lec'h derc'hel d'en em zrailhañ hep ehan evel ma ra lod, e vije aet an traoù kalz buanoc'h war a-raok !
Mouezh Breizh
Adalek 1959, e kemeras Charlez Ar Gall karg an ababennoù brezhoneg skignet war gwagennoù Radio-Kimerc'h hag a oa bet e vignon bras Pêr-Jakez Helias en o c'hiriegezh betek neuze. Er penn kentañ ne oa kalz a aezamant el labour rak ne oa studio ebet d'ar c'houlz-se e Brest ha dre-se e veze ret da Charlez enrollañ e abadennoù er gêr! Berzh a reas avat hag a-benn nebeut e teuas da vezañ an den brudetañ e Breizh-Izel. Bez e oa bet skignet brezhoneg er radio a-raok-se, e-pad ar brezel, en abadennoù kaset da benn gant Roparz Hemon, abadennoù dreist met ne c'halle ket an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien o c'hlevout siwazh peogwir e vezent skignet eus Roazhon ha diaes-meurbet e oa o zapout e Breizh-Izel. Bremañ avat, gant Radio-Kimerc'h, ne oa kudenn ebet ken. Bep sul goude merenn e c'halle ar Vretoned klevout o yezh er post bihan, e-pad un eurvezh bennak hepken marteze, met an eurvezh-se he deus degaset e-leizh a eurvad da degadoù, ma n'eo kantadoù a vilieroù a dud.
Pep hini a c'helle kemer dudi en abadennoù Charlez Ar Gall, rak gouzout a ouie kinnig a bep seurt traoù, kanaouennoù hengounel, kanaouennoù nevez, sonerezh hengounel, sonerezh arnevez, barzhoniezh, lennegezh liesseurt, pennadoù-kaoz gant tud disheñvel o interestoù pe o mennozioù, reoù ruz, reoù gwenn, reoù na ruz na gwenn, rannvroelourion, broadelourion ha me'oar...
Ma reas Charlez ur berzh ken bras ez eo ivez a-drugarez d'e wreg Chanig, un arzhourez kizidik hag a c'halle aliañ anezhañ rak ur mailh e oa war a bep seut arzh ha dreist-holl war ar varzhoniezh hag ar sonerezh. Se zo kaoz e c'helle bezañ o abadennoù poblek hag a live uhel war un dro. Jef Philippe a zegas da soñj dimp penaos e oa Radio-Kimerc'h en doa skignet evit ar wech kentañ tonioù bombard hag ograoù sonet gant Jean-Claude Jegat ha Louis Yhuel. "An dud", emezañ, "a chomas batet gant kaerder ar muzik-se, ken e voe ret advoulañ pladennoù nevez. Ha setu an daou arzour deuet da vezañ brudet-bras !" Er bloavezhioù 60 ha 70 eta, nep a veze o treuziñ ur vourc'h e Breizh-Izel war e dreid, e-kerz ur sulvezh-hañv, pa veze brav an amzer ha digor an holl brenestroù en tier, a c'halle klevout mouezh Charlez Ar Gall eus ur penn d'egile d'ar vourc'h-se. N'eus ket kalz a dud o deus sevenet kement a audimat hag-eñ ken ingal. Gant-se e c'heller kompren al levezon vras en deus bet er vro evit kas ar stourm brezhoneg war a-raok. Meur a hini, sur a-walc'h, e-touez ar Vretoned yaouank ha ne ouient ket brezhoneg o deus bet c'hoant da zeskiñ ar yezh goude bezañ bet klevet an traoù ken kaer-se. E 1964 e voe Charlez an hini kentañ o komz brezhoneg er post bras. Da gentañ e oa treut-mat ar peuriñ : ur vunutenn hanter bep gwener da noz! Met tamm-ha-tamm ez eas war wellaat hag e 1971 e voe krouet an abadenn suliek Breiz o Veva hag a reas berzh bras ivez.
Ar paotr kalonek
Ma oa Charlez un den digor, habask hag hegarat, ne oa ket marv al laou war e galon evit keloù-se. Gouzout a ouie skeiñ pa veze ezhomm. E 1962 e oa bet bec'h e Montroulez pa oa bet ac'hubet an isprefeti gant labourerien-douar fuloret. Diwar-se e voe savet ur ganaouenn anvet Emgann Montroulez hag a rae goap ouzh ar gouarnamant gall. Skignet e voe war Radio-Kimerc'h ha c'hoarzhadeg e-leizh er vro evel-just. Ket e Paris avat ha prestik goude e tapas Charlez un taol penn-bazh : e-pad ur pennad e voe berzet outañ komz er radio.
E 1974 e oa bet dastumet un toullad paotred eus TDB (An FLB). D'ur sadorn bennak e oa dalc'het un emvod gant Skoazell-Vreizh e Brest evit sikour anezho ha kaset e oa bet keloù da Charlez. Setu-eñ oc'h embann an dra en e abadenn ar gwener. D'ar mare-se ne veze ket skignet rageeun met enrollet e studio Brest ha kaset ar vandenn da Roazhon. Dirak e bost e oa Charlez en e ranndi e Brest o sellout ouzh e abadenn pa welas e oa bet karezet pe c'hwennet an tamm diwar-benn paotred TDB.
Droug ken a oa ennañ eta hag eñ o tiskregiñ e bellgomzer raktal ha kas tud Roazhon da sutal en ur reiñ e zilez. Pebezh trouz er c'helaouennoù war-lerc'h, ken meur rak se pa voe distrujet nebeut amzer goude rastell skingomz ha skinwel Roc'h Tredudon ha ret da veur a gant miliad a Vreizh-izeliz tremen hep tele e-pad pell (daou vizvezh leun evit lod anezho !) Ar farsusañ toud eo ma voe kredet gant an holl e oa bet lakaet ar rastell-se da darzhañ gant tud TDB evit veñjiñ Charlez Ar Gall. Goude se avat ne chomas ket da zidalveziñ, kenderc'hel a reas da labourat sioul evit ar yezh en ur skrivañ. Rak un den desket bras e oa. Milieroù a levrioù a oa en e di, ha barrekoc'h e oa ar skolaer-se eget ur bern kelennerien skol-veur.
E 1990 e voe enoret, assambles gant Chanig, gant Kolier an Erminig ha n'eus ket kalz tud a zo bet dellezekoc'h d'e gaout.
Un diouer bras eo evit e familh hag ivez evit an holl Vreizhiz a galon.
Kenavo ha bennozh Doue dit, Charlez.
Eostig Pont-Eon