Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Jubeoù Breizh


Rédigé le Jeudi 16 Mai 2024 à 14:43 | Lu 5 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 50 - Décembre 2017

En ilizoù, gwechall-gozh, e veze dispartiet ar chantele eus an nev. Er chantele emañ an aoter e-lec'h ma vez ar beleg o oferenniñ. An dud fidel a vez bodet en nev. Moarvat e oa gouez a-walc'h hon hendadoù hag evit mirout ne deujent da zirollañ ha d'ober reuz er chantele e-pad al lidoù sakr, e oa bet kavet fur sevel un astez speurenn en iliz, anvet ar jube. 

E koad, e maen pe en houarn zoken, e oa ar jubeoù-se. Teir lodenn ac'h a d'ober ar jube : ar c'hael en traoñ, an dribunell a-us dezhañ ha strollad hon Salver kroazstaget etre ar Werc'hez ha sant Yann a glokae an arvest. Herzel a rae ar c'hael ouzh an dud da vont er chantele met, dre ma oa dantelezet, ne vire ket oute da welout ar beleg ouzh an aoter ha da heuliañ an oferenn. Dre ur viñs koad pe dre ur viñs maen en ur piler, e c'halled pignad en dribunell hag ac'hane ec'h embanne ar beleg an Aviel e yezh ar vro pe e prezegenne. Eno ivez en em stalie al laz-kanañ, pa veze unan.

Kaer-eston eo ar jubeoù rak kizellet e oa pep tra gant skeudennoù frouezh, delioù, loened, ha zoken tudennoù iskis pe lu hag ouzhpenn-se e oa an holl draoù-se livet-flamm evel ma oa ar c'hiz er Grennamzer. Alies e veze kaeraet an dribunell, eus tu an nev, gant panelloù liesliv, warne taolennoù a bep seurt, peurliesañ o tiskouez an daouzek abostol.

Heñvel a-walc'h eo ar jubeoù ouzh ikonostazoù an ilizoù ortodoks pe an ilizoù katolik a ra gant al lid gresianeg pe lidoù all ar reter. En ilizoù-se avat, ez eus rideozoù ouzhpenn hag a vez serret e-pad ar goñsekrasion hag ar gorreoù. Ur skouer gaer a ikonostaz a c'hell bezañ gwelet en iliz Sant-Juluan-ar-Paour e Pariz. A-wechoù pa wel an dud ur jube klok en un iliz, e kred dezho emaint en un iliz ortodoks ! 

Gant Sened-meur Tranta (1545-1563) e voe divizet, evit diarbenn abegadennoù ar brotestanted, denesaat ar bobl ouzh ar gloer ha gant-se e kroged da zistrujañ ar jubeoù e pep lec'h er gristeniezh katolik. Savetaet zo un toullad jubeoù memestra, dreist-holl er chapelioù prevez rak o ferc'henned ne oant ket dalc'het da sentiñ ouzh ar pab pe an eskibien evel ma oa personed ar parrezioù. Alies e voe diblaset an dribunell betek traoñ an iliz evel e Lokmaria Benac'h, e Lokenvel pe e Sant-Wenn) hag a-wechoù lakaet an ograou warni (evel e Plouzevede). Miret eo bet alies ar groaz gant ar Werc'hez ha sant Yann d'ober ar pezh a vez anvet un Treust a Enor (« poutre de gloire » e galleg), evel e Lambaol-Gwimilio, Perroz-Gireg, Gwimaeg hag en ur bern lec'hioù all.

Fentus eo soñjal penaos eo bet miret ar jubeoù dreist-holl er broioù protestant ne oant ket chalet gant gourc'hemennoù ar pab hag ez int aet hogos da get er broioù katolik. En Italia da skouer ne chom nemet unan, en Albugnano. E Bro-C'hall ne chom nemet un tregont bennak hag e Breizh un ugent bennak, hogos holl e Breizh-Izel (daou hepken e Breizh-Uhel, e Lambal hag e Roc'h an Argoed, karetañ keriadenn ar C'hallaoued e 2016), da lavarout eo ez eo ugent gwech stankoc'h ar jubeoù e Breizh-Izel eget e Bro-c'hall.

Setu amañ, en urzh al lizherenneg, roll ar parrezioù e-lec'h e c'hellit mont da welout jubeoù e Breizh, mar karit : Benac'h, (ar) Faoued e Bro-Wened, (ar) Folgoed, Goulc'hen, Kastell-Paol, Kemperle, Lambal, Lokenvel, Melrant, (ar) Merzher-Salaün, Pellann, Plounevez-ar-Faou, Ploubêr, Plouvorn, Gwitevede, Plunered, Prizieg, Roc'h-an-Argoed, (ar) Roc'h-Morvan, Sant-Wenn. 

Peadra zo da weladenniñ eta en hon bro evit karourien an arzh breizhek.

Eostig Pont-Eon 



Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 29 Août 2024 - 08:43 Sonerezh hag hengounioù pobl e Breizh

Jeudi 29 Août 2024 - 08:38 La bataille de Trans-la-forêt



War Raok n° 70 - Été 2024


Éditorial


29/08/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss