KAERAT MIZ MAE 1944


Rédigé le Mercredi 24 Avril 2024 à 18:16 | Lu 7 commentaire(s)


IN WAR RAOK ! - N° 40 - Juillet 2014


Gwelet em boa bet bruderezh, en un tu bennak, evit ul levr nevez-deut er-maez, Joli mois de mai 1944, la face cachée de la Résistance en Bretagne. C'hoazh ul levr, am boa soñjet, diwar-benn ar c'hozh stourm kuzh-se am boa klevet alies diwar e benn, pa oan bihan: "Er Rezistañs ne oant ket holl hailhoned, met an holl hailhoned a oa e-barzh." Setu perak n'em boa ket graet re a van hag e oan chomet hep prenañ al levr. Nepell goude avat e oa sachet ma evezh gant ur pennadig en Télégramme a lavare e vefe Yves Mervin an deiz war-lerc'h, er stal-levrioù Ty Presse e Kallag, evit kinnig e levr hag he devoa embannet an ANACR (Association Nationale des Anciens Combattants de la Résistance) e oa mantrus gwelout penaos e oa pentet tud ar stourm kuzh en oberenn-se evel torfedourion dañjerusoc'h evit ar Vretoned eget na oant bet evit an Alamanted. Ha me kenkent ha prenañ al levr. Ne 'm eus ket bet a geuz ha komprenet em eus buan perak e oa bet feuket komunisted kreiz Breizh rak dispennet eo bet da vat en e levr, gant Yves Mervin, klod ha gloar an FTP-ed. Gout a ouiemp evel-just, ni tud an Emsav, pegen fallakr e oa ar re o devoa drouklazhet beleien santel evel an Aotrou Perrot hag an Aotrou Lec'hvien, Emsaverien evel Brikler, Kerhoas ha kalz reoù all, hag heskinet milieroù a vrogarourien vreizhat goude ar brezel, met vat a ra d'an nen gwelout ar fedoù lakaet du war wenn, d'an neb a gar da lenn ar wirionez. Levrioù all e-leizh eus ar seurt-se a zo bet skrivet e-kerz an 70 vloaz tremenet, pe gant Emsaverien pe gant istorourien ofisiel. Ar re bet skrivet gant an Emsaverien, levrioù onest a-walc'h, ne oant lennet hogos holl nemet gant Emsaverien. Ar re all avat, skignet a vil-vern,  a oa oberennoù hag a roe mel gant ar glaoge da harozioù ar stourm kuzh, an darn vrasañ anezhe bepred, pa oant skrivet gant tud ar skol-veur pe kelennerien all a ouier mat penaos emaint hogozik holl diouzh an tu kleiz pa n'int ket komunisted rik. 

Gant Yves Mervin avat e kejomp gant un den ha n'eo nag Emsaver na komunist. Mab ur rezistant eo hag e dad, ha ne oa ket un hailhon ("ne oant ket holl hailhoned"), en devoa desket dezhañ e oa ret lakaat ar wirionez a-us d'ar vojenn. Setu ar pezh en deus  klasket ober Yves Mervin met n'eo ket hep poan rak skoilhoù en deus bet kavet war an hent.

Ar skoilh kentañ a oa an tav lakaet war an testoù gant ar sponterezh. Nag a destoù zo bet lazhet e-pad ar brezel ha goude, nag a dud n'o deus ket kredet mont da zougen o zesteni dirak al lezioù-barn. Lavarout a ra Yves Mervin penaos ar rezistant kozh hag en doa hentet anezhañ davit istor gwirion ar stourm kuzh, a veze c'hoazh gourdrouzet ar marv dezhañ e 2004!, ma'z afe da lakaat e fri e-lec'h na oa ket sañset ober !  

An eil skoilh a oa an dielloù. Meur a ziellaoueg a zo prennet c'hoazh ha diaes eo kaout an aotre da vont da sellout e-barzh. Dre chañs avat emañ Yves Mervin e darempred, dre e vicher, gant an arme ha dre-se eo bet aotreet da studiañ ur bern dielloù diemban er Frañs, en Alamagn hag e broioù all. Gallet en deus evel-se diskoachañ traoù bet chomet dianav beteg-henn ha se zo kaoz ez eo ken talvoudus e levr. Deskiñ a reer e oa bet daougementet niver ar stourmerien guzh gant moederezh an FTP-ed. Sañset e vije bet 35000 anezhe, pa ne oa ket en tu-hont da 17000. An darn vrasañ anezhe a oa paotred yaouank,  dizesk-krenn war vicher ar soudard. Lod anezhe zoken ne ouient ket tennañ gant an armoù a veze roet dezhe. Ar pezh a zispleg perak eo bet ken nul o stourm a-enep an arme alaman. Poufal a reont en ur lavarout e vije bet lazhet gante milieroù a soudarded alaman. Padal, pa vez gwraet mad ar gont, e weler n'o deus lazhet nemet 200 en ur ober 3 bloaz ! Sed aze un arme guzh oberius ! Aesoc'h e oa evel-just mont da glak kann ouzh tud ar vro. An hini en devoa c'hoant d'en em veñjiñ ouzh unan bennak evit abeg pe abeg, a lazhe anezhañ war-zigarez en dije kenlabouret gant an enebour. Ar plac'h he dije argaset un amourouz, a oa aes he skrapañ, he c'has d'ar "maquis", drougober ganti e-pad ur pennad hag he lazhañ evit n'aje ket da ziskuliañ he gwallerien. Ha pa oa bet test ar mab eus merzherinti e vamm, e veze muntret an hini bihan ivez. Pa vez gwraet ar gont, e jeder ez eus bet lazhet ouzhpenn 600 Breizhad digablus gant al loustoni-se !

Ret eo kontañ ivez ar c'hantadoù a rezistanted yaouank diskaret pe hangaset d'an Alamagn peogwir e oant bet touellet gant moederezh ar gomunisted, pe ar milieroù a dud kaezh lakaet da vac'hiaded ha n'int bet biskoazh distroet diouzh ar c'hampoù-tolpañ.

Kompren a reer gwelloc'h, goude bezañ lennet levr Yves Mervin, respont Winston Churchill d'an hini en devoa goulennet digantañ:

« Pegeit, d'ho soñj, eo bet berraet ar brezel en askont da labour ar Rezistañs ? »

« Un hantereur bennak, » emezañ. 

Doue da bardono d'an Anaon !

An Deureugenn.



Dans la même rubrique :