Marv ur stourmer : Aet eo Anton Ar Bars da anaon


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 10:08 | Lu 3 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 56 - Décembre 2019

D'ar 26 a viz here 2019 e varvas unan eus ar veleien vrogarour diwezhañ.  Ganet e oa an Aotroù Beleg Anton ar Bars d'an daouzek a viz here 1931 en Boulvriag. Gantañ e teue brezhoneg flour Treger-Vihan.
Beleget e voe e 1959. Neuze e voe anvet da skolaer e Pontrev, goude da gelenner e kloerdi bihan Kintin, ha diwezhatoc'h kure ha person en un deg parrez bennak en Treger hag en Kernev. Mont a reas war e leve er bloawezh 1999 en Prad e-lec'h ma oa bet person. Eno e oa  o chom, er Radeneg, asamblez gant e vreur Arzhur hag e c'hoar Antoinette. Derc'hel a reas koulskoude, betek e varv, da sikour parrez Sant-Tual Landreger pa veze ezhomm  ur beleg da lidañ badeziantoù, eureudoù pe obidoù.
Ur brogarour dispar a oa anezhañ. E-pad e vuhez e stourmas evit Breizh hag ar brezhoneg, betek kemer perzh e stourmoù TDB (FLB). Rak-se e voe toullbac'het, eñ hag e vreur, e-doug un toullad mizioù e 1969 !
Un den degemerus-kenañ e oa. Bemdez e tremene tud da weladenniñ anezhañ er Radeneg ha bep tro e veze kinniget dezho kafe, krampouez ha kouignoù. Un den a gredenn e oa, pell diouzh pep dereadegezh politikel, ur Breizatao kozh, kweda, met n'eus forzh piv, pe e ve eus an tu-kleiz pe eus an tu-dehou a oa degemeret a-feson gantañ, rak digor-mat e oa e spered. Anavezet e oa e Breizh a-bezh ha kantadoù a vignoned en devoa. Ur wech e oa deut ur mignon eus Kernev-Izel hag un adverenn a-zoare oa bet roet dezhañ. Pa oa an den o vont en-dro d'ar gêr, 'tu bennak 'kostez Montroulez, e oa bet harzhet gant Beg-e-Dog ha lakaet da c'hwezhañ  er sac'h-biniou. Ur banne a re en doa evet ha Beg-e-Dog o c'houlen digantañ :
-   « E pelec'h oc'h bet ? »
-  « Bet on oc'h adverennañ e presbital Prad. »
-  « Ac'hanta », eme Beg-e-Dog, « kompren a ran, neuze. Kit d'ar gêr met diwallit memestra ! ».
Pa oa bet lidet e bevar-ugent deiz-ha-bloaz en Prad, e oa bet kanet un oferenn vrezhoneg diouzh ar beure ha da greisteiz e oa bet aozet ur pred e sal ar gouelioù. Ouzhpenn daou-c'hant a dud o doa kemeret perzh er banvez hag er fest-noz gant ar Breudeur Morvan diwezhatoc'h !
E fin e vuhez e oa deut hiraezh dezhañ d'an oferenn gozh hag alies ez ae d'ar sul d'an oferenn e Kernabad en Plouisi pe da Chapel ar Vur en Plouigno. Pa oa person en Prad e preste e iliz da dud an FSSPX evit eureudoù en latin ha taget e oa bet evit se er c'helaouennoù gant tud an tu-kleiz pellañ. Met ne rae foutre-kaer anezhe. Ha pa veze goulennet digantañ hag-eñ n'en doa ket aon rak ersav an eskob e responte : « Ne ran ket forzh. Me zo eskob em farrez ! » Un den dibleg, kweda.
Ra vo degemeret gant an aotrou Perrot er Baradoz.
Joa d'an Anaon.
 
Eostig Pont-Eon   


Dans la même rubrique :