Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

PLEUVEUR-BODOÙ HA KALVAR SANT-UZEG


Rédigé le Jeudi 16 Mai 2024 à 13:04 | Lu 12 commentaire(s)



IN WAR RAOK ! - N° 49 - AOÛT 2017

 

En arvor Bro-Dreger war Aod ar Vein Ruz, etre Trebeurden ha Tregastell, en norzh da Lannuon, emañ parrez Pleuveur-Bodoù, bro ar bikerien vein. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'ar « RADOM », ar pezh boul wenn, hanterkant metrad a uhelder dezhi, a ro goudor d'ar pikol rastell-skinwel he doa degemeret, evit ar wech kentañ, skeudennoù kaset dre loarell adalek ar Stadoù-unanet d'an 11 a viz gouere 1962. Un darvoud a-bouez e oa bet en istor ar skinwel hag ar pellgehentiñ eeun etre ar c'hevandirioù. 

Pinvidik-kenañ eo Pleuveur-Bodoù a-hend-all a-fet istor Breizh rak liammet eo ouzh ar roue ARZHUR. Hervez mojennoù an Daol-Grenn e oa Caerduel unan eus annezioù pennañ Arzhur : gouez da Bleuveuriz e vefe bet Arzhur o chom e kastell Kerduel e Pleuveur. Goude ma oa bet gloazet Arzhur gant Mordred e oa bet kaset da Enez Avalon e-lec'h m'emañ o kousket da c'hortoz dihuniñ ha kemer penn ar Vrezhoned da sevel a-enep an alouber : war a lavar tud Pleuveur e vefe Enez-Aval (tost da Enez-Veur) Enez-Avalon ar vojenn.

E Pleuveur ivez e c'hell an douristed gweladenniñ ar « GERIADENN C'HALIAN ». Hep mar ebet, an hini en doa divizet sevel ar geriadenn c'halian-se eno en doa lennet albom « Tro-Galia » Asteriks e-lec'h ma weler splann o doa lec'hiet Goscinny hag Uderzo o c'heriadenn c'halian war aod Pleuveur war-zu Penwern, Kerenog pe Landrelleg.

KALVAR SANT-UZEG, 'm eus aon, zo unan eus an traoù dudiusañ a c'heller gweloud e Pleuveur. Ur pezh maen-hir (pe peulvan) kristenaet, 6 metrad a uhelder dezhañ, eo. Meur a beulvan kristenaet zo e Breizh met peurvuiañ ez eo bet trawalc'h d'an dud lakaat ur groaz war o fenn ha mat pell zo. Ral eo ar peulvini a zo bet kinklet da vat evel hini Rungleo e Logonna-Daoulas, gant an daouzek abostol kizellet warnañ.

Kinklet eo bet kalvar Sant-Uzeg gant ur bern kizelladurioù hag a ra dave da Basion hon Salver. Er penn uhelañ,, a-is d'ar groaz e weler, etre al loar hag an heol, ur vaouez juntet he daou zorn ganti : ar Werc'hez Vari eo moarvat. Dindan en em ziskouez an holl arouezioù eus ar Basion meneget en aviel : kleze sant Pêr, kilhog sant Pêr, ar skourjez, dorn Poñs-Pilat, ar morzhol, an tachoù, an durkez, toneg diwri Jezuz, diñsoù ar soudarded, goaf Longinus ha pezhioù moneiz Judaz. Ha gouel Veronika ouzhpenn, hep kontañ traoù all ha n'eo anat o ster atav. Dindan ar c'hizelladurioù e veze gwelet c'hoazh skeudenn ar C'hrist kroazstaget livet war ar maen ; dislivet eo abaoe siwazh.

Kizellet e oa bet ar c'halvar war-dro ar bloavezh 1674 moarvat, da-geñver unan eus misionoù an Tad Maner e Pleuveur-Bodoù. A-hed ar c'hantvedoù e teuas Pleuveuriz e prosesion da Wener ar Groaz betek ar c'halvar e-lec'h ma veze displeget Pasion hon Salver dezhe gant kloer ar barrez.

Un dra gaer eo da weladenniñ evit ar pirc'hirin koulz hag evit an hini zo pitilh gant pinvidigezhioù sevenadurel hon glad. 

 

Eostig Pont-Eon




Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 5 Décembre 2024 - 11:16 Mythologie celtique : le cygne



War Raok n° 71 - Hiver 2024


05/12/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss