Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Paol Kalvez aet da Anaon (1924-2021)


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 15:32 | Lu 6 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 62 - Décembre 2021

D’an 29 a viz Gouhere 2021 eo aet Paol Kalvez da Anaon. 96 vloaz e oa. Ganet e oa bet e Lokournan, Bro-Leon, e 1924, ha marvet eo e Naoned, Kêrbenn Dugelezh Breizh. Ur vuhez hir en deus bevet enta, leuniet gant ar perzh a gemeras e stourmadoù evit ar brezhoneg, evit ar Feiz ivez.

Ar wech kentañ am eus kejet gant Paol Kalvez e oa e Lokournan dres, en e barrez c’henidik, e 1964 e oa. Perzh a gemeren e “Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion” (KEAV), evit ar wech kentañ, ha Paol a oa unan eus renerion ar c’hamp gant Vefa de Bellaing ha Ronan Huon. Hep mar ebet e oa bet kavet ar skol kristen-se dre e hanterouriezh, ha skoliad e oa bet enni marteze en e yaouankiz. Kejañ a ris a-nevez gantañ e kamp KEAV Rostren e 1965 hag e hini St Nikolaz ar Pelem e 1967. E 1966 ne ‘z is ket, bloavezh va dimeziñ gant Eliaza a oa ganin e kamp Rostren. E kamp Rostren ez emezelis da SADED (Strollad an Deskadurezh Eil Derez) bet krouet gantañ, Guy Etienne ha Youenn Olier, hag em boa c’hoazh darempred gantañ, e keñver ar genurzh, met dre lizher hepken, peogwir e labouren er Sahara.

Ar bloavezh ma kejis da vat gantañ e voe e Pondivi, da geñver ur gouel bet aozet evit kantvet niverenn ar gelaouenn Al Liamm, ma oan bet pedet dre ma oan koumanantet ha ma oa bet embannet enni va danevelloù kentañ hag un nebeut pennadoù. Edo Paol aze gant Youenn Olier hag e c’houlennas ouzhin perak ne skriven ket mui danevelloù. Bez’ e skriven atav, peogwir em boa kaset daou pe dri skrid da Ronan Huon, rener Al  Liamm, met skrivet e oant gant an dorn, n’em boa ket a skriverez, ha ne oa ket peurvat va brezhoneg d’ar mare-se. Re eus e amzer a rener Al Liamm a gemere al labour difaziañ pa oa skrivagnerion all a gase dezhañ skridoù bizskrivet ha peurlipet mat. Respont a reas din Paol Kalvez ne oa ket hepken Al Liamm evit embann va danevelloù, bez’ e oa Imbourc’h ivez, kelaouenn a studi, bet krouet gant Youenn Olier ha ma kemere perzh enni. Goulenn a reas ouzhin kas va skridoù da Imbourc’h, ha setu penaos e voe embannet hiviziken va danevelloù e-barzh ar gelaouenn-se betek 2004, bloavezh marv Youenn Olier. Soñj am eus c’hoazh eus kuzul Paol evit gwellaat va brezhoneg : prenañ Geriadur bras galleg-brezhoneg Frañsez Vallée, a oa o paouez bezañ adembannet, ar pezh a ris evel-just, pa oa e gwerzh er gouel. A-raok e varv en doa Youenn Olier goulennet ouzhin kemer renerezh Kannadig Imbourc’h a zlefe en ur stumm berroc’h kemer heuliad Imbourc’h kelaouenn a studi, skoazellet gant Paol Kalvez ha Tepod Gwilhmod. Ne skrivas ket Paol kalz a bennadoù er gelaouenn nevez, met difaziañ a rae va skridoù en ur eskemm dre ar genrouedad. O vezañ ma chomen e Blaen hag eñv en Orwal e oa a-boan 30 km etrezomp, on bet meur a-wech oc’h ober ur weladenn dezhañ ha d’e wreg Marie-Thérèse. Ur blijadur e oa bepred brezhonegañ gantañ e-pad un eurvezh pe ziv. Pa oa o prientiñ embannadur “Liderezh an Eurioù” (war-dro 6500 pajennad) em eus kenlabouret gantañ o skannañ evitañ (ober naouerezh testennoù, OCR e saozneg) meur a destenn bet embannet seulabred gant Imbourc’h. War-lerc’h e skridaoze diouzh ur skouerenn e latineg embannet gant Libreria Editrice Vaticana. Ul latinegour ampart e oa, bet desket gantañ ar yezh en ur skolaj kristen. Va skoazellañ a reas da dreiñ ur garta eus Kartular Abadti Rödon, skridaozet e latin evel-just e 858, hag a gonte penaos Hoiarnscoit, mac’htiern Plou Avizeg, en doa graet donezon eus e Villa Urswalt (Orvault bremañ) da gKonwoion ha menec’h Rödon. Dedennet e oan gant ar garta-se peogwir on bet ganet er Sperneg, ur gêriadenn nepell diouzh Urswalt. Ouzhpenn-se e oa e trev Penfaw, ur rann eus Plou Avizeg e 858, bet staget ouzh Gwenvenez e 1633 hepken. Ne oa ket bet gouest beleion Blaen da dreiñ latin ar garta, ha ne oa ket al latin o doa desket, hogen, Paol Kalvez en troas hep kudenn. Embannet eo bet va studiadenn e-barzh ar gelaouenn Pihern, niv. 27, e 2007.     

Kenavo Paol, er bed all, e-lec’h ez eus muioc’h a vrezhonegerion eget na ‘z eus bremañ e Breizh, hervez hoc’h eus lavaret din meur a wech, tu ‘vo deoc’h brezhonegañ bepred neuze.

Hor gwellañ gourc’hemennoù a gengañv d’e wreg Marie-Thérèse ha d’e vugale.

 

Yann MIKAEL 


Lexique

  • Naouerezh : reconnaissance. 



Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 29 Août 2024 - 08:43 Sonerezh hag hengounioù pobl e Breizh

Jeudi 29 Août 2024 - 08:38 La bataille de Trans-la-forêt



War Raok n° 70 - Été 2024


Éditorial


29/08/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss