in War Raok ! - n° 69 - Avril 2024
Keoded-vor ar Biz — Piv n'anavez ket Sant-Maloù ? Pa soñjer enni e soñjer alies er mogerioù bras en-dro d'ar gêr, e soñjer er mor hag er voraerien a-wechall, dezho ur skeudenn romantel hiziv. Lod all a c'hall soñjal el letioù brav pe er c'hazinoioù a gaver eno bremañ. Sant-Maloù, keoded-vor e Biz ar vro a oar dedennañ a bep seurt tud dre abegoù disheñvel eta. Bretoned tomm o c'halon ouzh an istor pe Gallaoued c'hoant ganto da ziskuizhañ e-pad un dibenn-sizhun. Pep hini a gav e lod ha sked ar gêr a vrasa bepred un tammig muioc'h. Deomp da welout 'ta !
Sant-Maloù, kêr ar voraerien — Un tammig istor.
Ur gêr eus Breizh-Uhel eo, bro ar gallaoueg evel a lavarer, ha koulskoude e toug Sant-Maloù anv an hini en doa savet anezhi : Maloù, Mac'hlow diwar e stumm kozh, manac'h brezhon eus Llancarfan, Su Kembre, erruet e Breizh er VIvet kantved. Brud Sant-Maloù avat a zeu dreist-holl diwar ar gourserien vreton eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Bageet o deus war seizh mor ar bed, en anv roue Bro-C'hall, rak Breizh a oa stag ouzh ar rouantelezh amezek d'an amzer-se. Jakez Karter en doa dizoloet ar C'hanada, Roperzh Surkouff az eas betek India, ha re all.
Istor ar gêr gozh — Un istor breizhat.
E grez ar C'halianed, etre ar bloaz 0 hag ar IV kantved lakaomp, e veve eno, ha war ar maez, Galianed, ar Goriosolited. Div gêr a oa neuze : Alezh (anvet hiziv Sant-Servan, ur c'harter eus Sant-Maloù) ha Kersaout, hiziv ur gêr dister a-walc'h. Ar Romaned a zeuas di evel-just, hag a vevas e Alezh dreist-holl. Kuitaat a rejont ar vro e 423, o lezel ar Goriosolited, latinekaet forzhik, o-unan. Ar Vrezhoned kentañ a oa krog da erruout eus enez Breizh.
Sant Mac'hlow, ar manac'h brezhon, a zegouezh en Arvorig er VIvet kantved. En em staliañ a ra war al ledenez e-keñver da Alezh, e-lec'h ma ne oa netra (al lec'h zo bremañ kêr gozh Sant-Maloù), hag al ledenez a gemeras anv Roc'h sant Maloù ken abred ha 541.
Alezh a chomas ar gêr vras ha sez an eskopti betek an XIIvet kantved. Brezhoneg a zo bet komzet gant ar bobl eno betek ar mare-se. Goude en em lakaas da gilañ implij ar yezh. A-hed ar Grennamzer ez eus bet stourmadoù etre dugelezh Breizh ha rouantelezh Bro-C'hall evit perc'hennañ ar gêr. Lec'hiet-mat eo evit mont war vor, mont da Vro-Saoz, ober kenwerzh hag all. Kemeret eo ar gêr gant ar C'hallaoued e 1488, nebeut war-lerc'h drouziwech Sant-Albin-an-Hiliber. Da notiñ ar pezh a c'hoarvezas ur c'hantved diwezhatoc'h, e 1590, hag e-pad pevar bloavezh, e voe Sant-Maloù ur Republik dizalc'h. Alese e teu lorc'h tud Sant-Maloù a-vremañ a lavar o ger-stur, stad enno : "Maloùad da gentañ, Breizhad goude, ha Gall ma chom plas". Lorc'h zo e tud Sant-Maloù ivez gant istor ar gourserien hag ar voraerien. Ur spered a droioù-kaer o deus dalc'het gant-se.
Hiziv ez eus tost 50,000 a dud o vevañ eno. Kalz a douristed a zeu da weladenniñ ar geoded hag ul lec'h bev-buhezek eo, gant kalz stalioù liesseurt, gant pretioù, mirdioù ha lec'hioù kaer da welout.
Alezh gwechall — Deuet da vezañ Sant-Servan hiziv.
Alezh, anvet Alet gwechall, a zo bet ar gêr hag al lec'h annezet kentañ eta. Kreñv eo bet betek an XIIvet kantved ha goude he deus kemeret anv Sant-Servan. Ur gumun eo bet betek ma voe staget da Sant-Maloù e 1967, hag hi da vont da garter hepken hiziv-an-deiz.
An Normaned e Sant-Maloù — Evel a ouzomp re vat ez eus bet tagadennoù norman, un tamm e pep lec'h war aodoù Breizh e-kerzh an IX hag an Xvet kantved. E Sant-Maloù e oant deuet ivez, na petra 'ta. Ur vojenn a lavar zoken e vefe un darn eus tud ar gêr diskennidi eus an Normaned, un tammig evel e Normandia. Gwir eo o doa savet al Lec'hlenniz kampoù dre eno. E Alezh da gentañ-penn o doa savet ur c'hamp. Pelloc'h oc'h adsevel gant an avon, e Sant-Suliav ez eus bet kavet roudoù ur c'hamp. E 939 e kemeras lec'h emgann brudet Alan Veur a-enep an Normaned, e Treant-ar-C'hoad, ha trec'h e voe ar Vretoned. Treant-ar-C'hoad a zo lec'hiet un daou-ugent kilometr bennak diouzh Sant-Maloù, en argoad.
Sant-Maloù bremañ — Ar skeudennoù a weler ar muiañ eus ar gêr, gant he ramparzhioù hag ar mor, zo o tont eus ar gêr gloz e gwirionez, ar gêr istorel. Hiziv en em astenn Sant-Maloù kalz e-maez ar ranngêr gozh. Bez' ez eus lec'hioù touristel all, evel da skouer an akwariom bras. Hennezh a zegemer tri c'hant ha tri#ugent miliad a dud bep bloaz hag ez eo, gant Ti ar meurvorioù e Brest, hini brasañ ar vro ! Tud all a vez plijet gant ar c'hoarioù arc'hant, hag e Sant-Maloù, un tamm evel e Karnag, kêr douristel, ez eus ur c'hazino Barrière a zo brudet ivez. Da adkavout c'hoazh ar bagad sonerezh keltiek, poulloù#neuial, kluboù sport, bagoù... Ne chom nemet d'ar gêr sinañ ar garta "Ya d'ar brezhoneg" ha dispar e vo.
An tour Solidor — Lorc'h ha levenez ar Vretoned.
Savet eo an tour Solidor e aber ar Renk, e tu Sant-Servan. Savet eo bet dindan renerezh an dug Yann IV, gant sikour e disavour Etienne Le Tur. A-raok an tour-se, rik war an hevelep lec'h, e oa un tour all, anvet Kastell Oreigle, en doa orinoù gant an Normaned. Distrujet e voe e 1255, koulz an iliz#veur Sant-Pêr, ha ne chom nemet rivinoù anezhi hiziv, e-pad un emsavadeg feuls a c'hoarvezas er bloaz-se.
An dug Yann IV avat a raio sevel Steirdor, diouzh e anv kentidik, evit mestroniañ ar bagoù o tremen war ar Renk hag o vont e kêr evel-se. Un dizemglev a oa savet etrezañ ha noblañsoù ar gêr a nac'he, mui pe vui, e veli.
Komz a reer eus "tour" Solidor, hogen e gwirionez ez eus kaoz eus tri zour, staget dre gourtinoù berr. E-se, tu zo kaozeal ivez hep faziañ eus "kreñvlec'h" Solidor. War ar skeudenn e-kichen e welomp un doenn gornek du, pozet war lein an tri zour, hogen ne oa ket amañ en deroù, ar pezh a roe d'ar c'hreñvlec'h un neuz muioc'h krennamzerel. Lakaet e voe an doenn e 1886 hepken. Evit mont e-barzh ar savadur e kerzher war ar pont savet en traoñ, a vez gwelet amañ war ar skeudenn a#zehoù, hag un nor vras e koad a zo evit pignat goude en diabarzh. Ar gwel eus lein an tour zo ledan, evel-just, ha brav-eston.
Ar banniel — Banniel Sant-Maloù en deus ar gwir-dreist da vezañ gwintet uheloc'h eget hini Breizh ha Bro-C'hall. Siwazh, stumm modern ar banniel en deus tennet kuit an erminigoù du a veze gwelet mat koulskoude war skerb an ermin. An ermin hec'h-unan a zo bet daskemmet un tammig. Tennañ a ra muioc'h d'ur c'hi eget d'un ermin, hag ur skerb melen hep netra warnañ a zo ganti bremañ. Stourm ar C'hallaoued a-enep da arouezioù Breizh n'eo ket echu hervez doare.
Tepod Mab Kerlevenez