Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Ster ur stourm : Lakaomp un eostad a wanag liv ar vroadelouriezh vrezhon da ziwanañ


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 11:34 | Lu 4 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 60 - Mars 2021

 

Tud eeunik-kenañ, bugeligoù bras heñvel ouzh ar pobloù trevadennet a zo eus ar Vrezhoned. Heuliañ a reont genaouek kelennerezh renerien fall, kevrannerien ar mad hag a blant en o fennoù pistri an araokadouriezh (1) hag a laka  da grediñ ez eo kevatal pep tra. War o meno n'eus diforc'h ebet etre an dud, nag etre ar paotred hag ar merc'hed, nag etre an tu kleiz hag an tu dehou. Evito, an enbroañ a-ziavaez Europa ne zegas dañjer ebet evit hevelebiezh (2) ha sevenadur Breizh, staliañ war douar Breizh ur sevenadurezh a arallvro ne laka ket en argoll ha ne zistruj ket hevelebiezh Vreizh ha ne lazh ket pobl Vreizh. Goulenn ur Vreizh dizalc'h n'eo evito nemet hunvre diroll tud amoedet, Breizh n'hall ket ren buhez ur vroad dieub hep Bro-C'hall...

Breizhiz, ar gevier-se hoc'h eus kelennet c'hwi ivez d'ho pugale, en ur freuzañ hêrezh ho hendadoù. Da c'houde ho peus lezet ho pugale en o unan. Ne gelennit netra mui dezho. Foetañ a rit danvez ho sevenadurezh, ho hengoun, ho sevenadur, ho tremened a bobl emveliek. Ha kement-se en aner, rak en gwirionez, emañ ar bastored fall-se ouzh ho kas war hent an netra hag ar vedvroelouriezh (3). O gerioù milis o deus prometet deoc'h ho kas davet Baradoz an douar met argaset oc'h bet anezhañ da viken. Ar baradoz-se n'eo nemet un ifern, hag ho lod ho po anezhañ. Ar briñsed hag a vez ouzh ho kouarn, skoazellet gant mevelien sentus, gwir vitizhien e servij ar Stad gouzalc'her (4), o deus graet eus ho puhez un dra danvezel-rik gouestlet d'an dispredadur (5) ha d'ar foranerezh rak ar reizhiad ekonomikel o deus lakaet war-sav zo diazezet war adnevezadur dibaouez ar bevezadur (6). Breizhiz, ma breudeur, n'oc'h ken met ur rodaoueg eus an armerzh, un nerzh-labour e servij ar varc'hadourien. Ha c'hoazh, war-bouez ne gavint e lec'h all er bed tud labour marc'hadmatoc'h pe sentusoc'h.


Un avel a frankiz o sevel war hor Broad

 

Breizhiz, preizh oc'h deut da vezañ da lezennoù didruez ur reizhiad bedelour (7) ha bedvroelour ha da veañs ar re zo ouzh e ren. Bazhyevet oc'h dindan lezennoù estren Bro-C'hall hag a zo bet a-viskoazh o klask hoc'h enteuziñ hag a zistruj kement tra a c'hallfe ho tieubiñ. Ar falsprofeded-se o deus troet ac'hanoc'h en atomoù denel, e Frañsizien vat reizh ha sentus. Ar pezh a anvont demokratelezh hiziv n'eo nemet maskl ar servelezh ekonomikel hag an displedoni vezhus. 

Hiziv, pobl Vreizh, n'ac'h eus ket a vammvro anavezet ez-ofisiel ken. Arc'hoazh n'az-po mui na familh, na hevelebiezh : n'az po nemet mistri. Klaoustre, siwazh, en em laki da garout ar sujidigezh-se en ur grediñ e waranto dit bevañ ez aes. Padal, abaoe un toullad bloavezhioù ez eus un avel a frankiz o sevel war hor Broad, un avel a stourm hag a ro fiziañs en-dro d'un niver bras a bobloù europat karc'hariet ha nac'het o gwirioù broadel outo. Emañ Europa ar pobloù, Europa ar c'hant broad, Europa ar c'hant banniel, o vont war-raok tamm-ha-tamm. N'eo ket ken rok ar stad c'hall hag e oa a-ziagent. Gwallgaset hag en arvar emañ ar stad c'hall, war ribl an islonk emañ... etre daouarn tud hiraezhus, ideologourien diamzeriet, tud uhelek ha mafiaek. Echu eo gant ar Frañs trevadennour. Kement tra hag a frailh hag a stroñs he reizhiad e Breizh a zo mat da gaout. Hiziv n'hon eus ket ezhomm ken eus ar Frañs. Ar Frañs an hini eo kentoc'h he deus ezhomm eus Breizh, eus he buhezegezh (8) hag he starijenn armerzhel. 

Ret eo dimp hiviziken bezañ strollad an emouestl, nevezamzer Breizh, ur gwir zibab broadel gant ur raktres kempoell hag ul linenn bolitikel dezhi un diazez doktrinel sklaer. En hor c'hevredigezh vreizhat a c'houzañv hag a herouez (9) a bep seurt feulsterioù, a bep seurt disevenderioù, a rank stourm, abaoe m'hon eus kollet hon frankiz vroadel, ouzh an argadennoù niverus mennet da ziwriziennañ hor gwrizioù breizhat ha keltiek, hon hevelebiezh, ha da ober eus  hor pobl ur boblañs hep ene, hon eus un dever a zizoujañs hag a zisujidigezh e-keñver ar Stad trevadennour gall.


Arc'hoazh, savomp ur Vreizh dieub

Dav eo dimp en em dreiñ ouzh ar Vrezhoned hag a zo gouest c'hoazh d'en em sevel ouzh touellerezh ha rogoni ar Stad c'hall a c'houzalc'h hor bro a-enep da bep gwir. Argasomp un urzh diazezet na n'eo nemet un dizurzh kempennet. Strollad an dibleg hag ar radikalded ez omp. Netra estrenoc'h dimp eget ar spered a dreuzvarc'had, a glouarded hag a habaskadur, geriennoù a verk alies an drougemglev, an dreitouriezh hag ar godianidigezh. Ne adreizher ket un euzhvil evel ar Stad c'hall : mont a reer a-benn dezhañ tal-ouzh-tal. Radikalded ne glot ket gant feulster avat. Ne erbedomp ket ar stumm stourm-se evit dont a-benn eus hor mennadoù rak se vefe mont en-dro da zoareoù fazius an tremened hag ur gwir gunujenn d'ar meiz ez eo. Koulskoude e anzavomp  hon eus ar gwir d'en em zifenn en un doare reizh. En enep, n'eus netra da c'hortoz digant an dud habask, ar virourien ha rannvroelourien all. Daoust-hag-eñ ne lavar ket ar C'hrist er Skritur penaos e tislonk ar re glouar ? Ha n'eo ket bet kaset da benn an holl eilpennadurioù istorel gant merc'hed ha paotred na zilezent netra peogwir e kredent stard an o uhelvennad ?

Strollad ar fealded. Da gentañ, fealded d'hor re varv. D'an holl re o deus bet stourmet a-enep d'an alouber, d'an trevadennour, evit frankiz, dizalc'hiezh Breizh ha gwared Europa. Fealded d'ul linenn bolitikel, fealded d'un uhelvennad, hini ur Vreizh emveliek, dieubet a-benn an diwezh eus an trevadennadur, eus mestroni ideologiezhioù noazus ha nerzhioù kuzh. Ret eo dimp bezañ prest da adstagañ gant hor galvidigezh vilvloaziek d'ar veurded ha d'al lorc'hañs.

A-dal d'ur toullad gourdrouzoù, d'ur gevredigezh diemframmet ha diwriziennet, ez eo deut poent da bobl Vreizh emsevel en ur argas ar breudoù toull, en ur argas an anaoueoù (10) hag en ur haeriñ ur youll, ur mennerezh politikel, ur politikerezh uhelek a nevezadur broadel ha republikan. Bevañ a reomp en un amzer a ziskianterezh hag a netra, unan eus ar prantadoù-se pa vez diaesoc'h-diaesañ dont a-benn d'ober traoù meur dre ma seblant an enebour bezañ beuzet pep tra. Ya laouen, met arabat dimp koll kalon, lezomp ar wazhwelerien hag ar c'hlouarennoù all da spinañ tost ouzh ar mogerioù ha da zizertin. Ne vo biken an dud laosk-se e-barzh ar jeu pa c'hoarvezo dispac'hoù. Hep youll, hep nerzh-kalon, hep mennerezh ha geriennoù start, hep adc'hounit hor frankiz politikel, emañ Breizh en arvar da anavezout, evel Europa a-bezh, devezhiennoù kriz.

Dimp-ni da zerc'hel ha da dreuzkas da yaouankiz Breizh hon hêrezh broadel hag europat. Lakaomp un eostad a wanag liv ar vroadelouriezh vrezhon da ziwanañ. Hor bez ur spered argadiñ rak an darvoudoù a ziskouezo muioc'h-mui emañ ar gwir ganimp. Treset sklaer eo linenn an talbenn hiviziken. Etre ar re a stourm evit dieubiñ pobl Vreizh, evit gwarediñ  hevelebiezh he c'henel hag a re a venn o distrujañ : dibabet hon eus hon tu.

Arc'hoazh, savomp ur Vreizh dieub, ur Vreizh eürus, ur Vreizh lorc'hus hag a adkemero he flas a Vroad en Europa nevez a zo o tont.

Spi am eus e vo frouezhusaet an amzer-da-zont gant an tammig kemennadenn-mañ.

Bevet Breizh dizalc'h.  

 

An Deureugenn 


Lexique :

  1. Araokadouriezh : progressisme 
  2. Hevelebiezh : identité
  3. Bedvroelouriezh : cosmopolitisme
  4. Gouzalc'her : occupant
  5. Dispredadur : obsolescence
  6. Bevezadur : consommation
  7. Bedelour : mondialiste
  8. Buhezegezh : vitalité
  9. Heroueziñ : promouvoir
  10. Anaoue : anathème



Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 29 Août 2024 - 08:43 Sonerezh hag hengounioù pobl e Breizh

Jeudi 29 Août 2024 - 08:38 La bataille de Trans-la-forêt



War Raok n° 70 - Été 2024


Éditorial


29/08/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss