Tangwall en iliz-veur Naoned


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 11:23 | Lu 3 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 58 - Août 2020

Abred-kaer disadorn 20 Gouhere 2020 e voe dihunet Naonediz plasenn Sant-Pêr gant un tangwall heugus en doa kroget kriz en iliz-veur Sant-Pêr-Sant-Paol. Un annezadez eus ar blasenn eo he doa galvet ar bomperien hag int da zeredek an abretañ ar gwellañ da stourm ouzh ar flammoù ha da vougañ an tan. E diwezh ar beurevezh e oa marv an tan hag aet e ludu an ograou bras kreiz hag ar gwerelloù orin a oa bet profet d’an iliz-veur gant Anna Vreizh hec’h-unan ! Un dismantr dizanv, ur gollidigezh doanius, a vefe gouest da vagañ droukrañs ha kasoni e kalon pep Breton kar-e-vro pa lenner dre-holl e vefe un torfed ratozhet a-gement-se. Ar bomperien o deus disklêriet bezañ kavet enni tri loch a oa tri zantad loc’het diouto e-kreiz an iliz-veur, el live diabarzh etre an daou dour, pezh a dalvez ne c’hell ket bezañ bet enaouet an tan e-unan, dre wallzarvoud. Dre eurvad eo chomet war-sav ar framm hag an iliz-veur a-bezh, met touchet eo bet he c’halon !

An den, pe an dud, kablus avat n’eo ket bet lakaet an dorn warnañ ha peadra a zo da grediñ e vo lezet da redek en e frankiz pa ouzer karantez ar stad c’hall, kiriek eus ar justis lezvarnel, ouzh ar relijion gatolik hiziv-an-deiz. Evel-se e c’heller goulakaat nemetken e vije bet graet an torfed enep-breton-se pe gant estrenien enep-kornogat, niverus-meurbet e kêrbenn gozh an dugelezh vreton, pe gant anarkourien enep-hengoun hag eneb-broad ken niverus all dre-eno. Ne gonter ket mui an niver a dagadennoù enep-kristen e Naoned : livadennoù lous ouzh mogerioù an ilizoù, tud o staotañ en o diabarzh, katoliked o tougen ur groaz en-dro d’o gouzoug taget war ar straed, ha zoken un estren e 2017 erruet-tre en un iliz naonedat gant ur revolver en e zorn e-doug un oferenn… M’ ho peus bet lennet istor Kêr Is e ouzit ez eo tre-ha-tre an hevelep amva a ren e Naoned hiziv, ar reuz hag an divergontiz diroll a-raok ar peñse, ha war washaat e talc’h da vont.

Ersavoù a levenez divergont o deus heklevet e Bro-C’hall, a-berzh al Ligue de Défence Noire pergen (ur gevredigezh vorianed ouennelour eus Pariz) o lavarout e oa graet mat an tangwall-se pa oa bet paeet gwechall an iliz-veur, hervezo ha ne ouzont netra, gant « arc’hant ar sklavelezh vorian ». Addegasomp da soñj e voe savet mogerioù an iliz-veur a-vremañ dindan lusk hon dug Yann V Ar Fur hag an eskob Yann Malastred e 1434, pa oa Breizh e barr he dizalc’hiezh politikel ha n’he doa mann ebet da welout na gant Bro-C’hall, na gant he sklavelezh vorian. Evidomp-ni Bretoned ez eo an afer tangwall-se un dagadenn enep-breton eeun o tont diwar ar bed kosmopolit n’hon eus mennet biskoazh. Bevet Breizh dishual warc’hoazh evit ma ne c’hoarvezo ket mui un hevelep mantr !

 

Tepod Mab Kerlevenez.



Dans la même rubrique :