Pemzek vloaz ha tri-ugent zo e varvas Yann Sohier, ur pennderc'h d'an Emsav ma'z eus unan. Marvet e oa ouzh ar stern, lazhet gant re a labour, d'an oad a bevar bloaz ha tregont. Un taol kriz e voe evit e wreg Anna hag e verc'h Mona met ivez evit an Emsav a-bezh rak karet ha doujet e oa gant an holl.
Ar skolaer brezhoneg
Ar « Breizh Atav » ruz
Dre ma oa bet stummet Yann Sohier e skol-vistri Sant-Brieg, hag a oa, evel an holl skolioù-se, dindan levezon ar gomunisted d'ar c'houlz-se, n'eus ket da souezhiñ e oa Yann troet muioc'h war-du an tu-kleiz eget war-du an tu-dehou. Mignon bras e oa zoken da v-Marsel Cachin, unan eus pennoù bras ar gomunisted e Bro-C'hall, brezhoneger a vihanik ha mignon d'ar brezhoneg ivez. En amzer-se ne oa ket ar gomunisted enebourien d'an emrenerien, pell ac'hane. Tost-tre e oa Sohier d'ar strollad komunour, hogen biskoazh ne voe ezel anezhañ. Er c'hontrol, oberiant-kenañ e oa er strolladoù breizhek broadel ha skrivañ a reas ingal er gelaouenn Breiz Atao. Ha ne oa ket ur broadelour klouar rak e 1931 e teuas da vezañ ezel eus ar strollad taerañ, Strollad Broadel Breizh (PNB). E 1932, pa voe lidet pevar-c'hantvet deiz-ha-bloaz unaniezh Breizh ha Bro-C'hall e voe lakaet « monumant ar vezh » e Roazhon (e-lec'h ma veze gwelet Breizh daoulinet dirak Bro-C'hall) da darzhañ gant ar strollad kuzh Gwenn ha Du. Yann Sohier ne chomas ket dibalamour kennebeut. Un taol kaer a reas : lammat gant karr Edouard Herriot en un huchal : Bevet Breizh dieub ! En Emsav neuze e veze kavet a bep seurt tud, gwenn pe ruz evel Abeozen, da skwer, ar skrivagner leonat hag a oa eñ ivez tost d'ar gomunisted. Unvaniezh a oa avat rak an holl dud-se a ouie e labourent evit an hevelep uhelvennad.
Skouer an unvaniezh
Pa varvas Yann Sohier e teuas Marcel Cachin d'ober ur brezegenn e-tal e arched hag an Aotrou Yann-Vari Perrot e-unan a ganas an oferenn-interamant. Gwelloc'h prouenn n'halljed ket kaout eus talvoudegezh an emsaver-se ! Ha diskouez a ra mat en deus cheñchet ar bed hag an dud abaoe. Gwechall e c'halle an holl vrogarourien en em glevout pa veze ret evit mad ar Vro ha ne veze diaoulekaet den ebet. Bremañ siwazh emañ ar Vrezhoned oc'h en em zrailhañ, pep hini o sachañ diouzh e du hag oc'h eskumunigañ ar re na soñjont ket dres eveltañ.
N'eus nemet sellout ouzh ar votadeg diwezhañ : Frederig ar Bouder en devoa lavaret e vefe mat votiñ evit listenn an Troadeg. Ha petra en devoa graet ar genaoueg-mañ, ma n'eo ket dislonkañ e vestl war ADSAV. Ne oamp ket o c'hortoz gourc'hemennoù digantañ, met bezañ serret e c'henou da nebeutañ. Setu en deus c'hwitet kaout 5% eus ar mouezhioù. Ma vije chomet sioul e vefe bet kalz gwelloc'h an disoc'hoù, marteze zoken e vije aet un toullad e-barzh ! Gwazh a se evitañ, met trist eo, rak ur bern tud a feson, brogarourien wirion, a oa war e listenn.
Ya « aet eo da hesk » abaoe pell « eienenn fresk awen ar ouenn » !
An Deureugenn