Aet eo Youenn Craff da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 2012, 6 devezh a-raok deiz gouel sant Kaourintin, patron Kerne, ha deiz-ha-bloaz marv an Aotrou Perrot (12 a viz Kerzu).
Falc'het eo bet gant an Ankoù, eñ hag a oa unan eus diwezhañ derc'houezourien ar Vreizataoed kozh. Ganet e 1923, ez emezelas en e yaouankiz e Strollad Broadel Breizh (PNB) rak komprenet en doa buan e oa mac'het hor bro gant ar stad c'hall milliget. Se zo kaoz en devoa gouzañvet, evel an darn vras eus ar vrogarourien, dindan ar moustrerezh kaset en-dro gant ar c'haolisted hag ar gomunisted e dibenn ar brezel diwezhañ: toullbac'het e voe e Kemper e 1946 en abeg d'e vennozioù, ken e oa ur souezh gantañ gwelout en devoa dreistbevet d'ar prantad-se.
E-pad e vuhez e stourmas hep ehan evit Breizh hag ar brezhoneg. Ha n'eo ket ober van a reas rak ar paotr, ma oa bihan a gorf, a oa bras a galon, ne oa ket ur varvasenn anezhañ, ha penn tign e c'halle bezañ zoken a-wechoù pa oa ezhomm. Ur C'hernevad a ouenn vat e oa eta.
Labourat a reas e traoñ Kerne, evel kontour, en embregerezhioù ar Goarnig kozh, ar broadelour breizhat hag a gasas kann ouzh ar republik dre ma nac'he homañ louskenn kaierañ e vugale war marilhoù ar boblañs war zigarez en devoa roet dezhe anvioù brezhoneg. Eno e c'halle kejañ gant meur a stourmer eus an emsav politikel ha sevenadurel evel Alan al Louarn, Kerlann, Glenmor ha nouspet re all.
Ouzhpenn kelenn brezhoneg e skrivas ivez e kalz kelaouennoù (e galleg hag e brezhoneg) ha da gentañ-penn e WAR-RAOK ! eveljust, he deus bet ar blijadur da zegemer e skridoù. Ur c'henlabourer feal e oa da g-Carn, kelaouenn ar C'hevre Keltiek ha teñzorer ar C'hevre e voe e-pad ur pennad, ar pezh a zeree mat d'ar c'hontour a vicher e oa !
Dre ne oa ket den da gaout aon na da vezañ digalonekaet gant an heskinadur, ez adkrogas gant ar stourm politikel ivez goude ar brezel. Da gentañ e Strollad Ar Vro, da c'houde e POBL ha da echuiñ en ADSAV. Ne baoueze kammed, dalc'hus e oa e youl hag entanet e galon dalc'hmat.
Kristen ken a oa, ne zispartias biskoazh Breizh diouzh Feiz. Boemet e oa bet gant an Aotroù Perrot hag oberiant-kenañ e oa da zerc'hel bev memor hor merzher e spered ar Vrezhoned. Bep bloaz e teue da enoriñ anezhañ war e vez e Koad-Kev ha prezidant Unvaniezh Koad-Kev e voe zoken. Er bloaz-mañ, d'al Lun Fask, pa vo lennet anvioù ar re varv e-harz ar groaz a verk lec'h ar verzherinti e Skrigneg, e tassono hini Youenn dreist ar re all.
Bremañ p'en deus adkavet Yann-Vari Perrot er bed all, bezomp asur ne c'hwito ket Youenn Craff da reiñ an dorn dezhañ da skuilhañ e vennozhioù war Vreizh. Bennozh Doue dezhañ.
Kenavo, Youenn.
Joa d'an Anaon !
Breizh atav !
Soaig L.