Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Enez Edig


Rédigé le Samedi 22 Mars 2025 à 16:00 | Lu 5 commentaire(s)



in War Raok n° 72 - Printemps 2025

Un tamm douar er mor glas 
 
Pep Breton mat zo gouest da lec'hiañ enez Edig war ur gartenn, hogen pet hini en deus bet tro d'ober ur weladenn dezhi ? Bet eo Ar Gouloù Gwenn eno evidoc'h da gontañ kaoz. Peurliesañ e kemerer ar vag eus Kiberen, o tremen dre Houad, kent tizhout porzh Argoll e Edig. Re all o deus marteze ur vag hag a c'hall loc'hañ a-drugarez dezhi eus ur porzh all war an douar-bras. Eus ar Bonoù e oamp-ni loc'het, penn da Edig. Treizhañ hon eus gallet evel-se ar mor bihan, peder eurvezh treizh en holl, bountet gant un avel dous, dindan heol kaer bro Wereg kozh. Deuit da heul, mignoned, talvezout a ra ar boan !
 
Edig, enez vihan en donvor 
Un tammig istor
 
Er-maez eus ar mor bihan ez eus ar pezh a anver ar mor bras, etre Kiberen, ar Gerveur, Edig ha betek kumun an Turball war an aod e bro Naoned. Emañ Edig e-barzh ar mor bras-se. Daou gilometr karrez hepken zo dezhi. Bihanoc'h eget he c'hoar vras Houad, pemp kilometr mor etrezo. Pouezus eo adlavarout e teu hec'h anv eus Atica e galianeg, a zo emdroet e Hoedic e galleg hag e Edig e brezhoneg. Ne dalvez ket an "houad bihan", na "houadig" tamm ebet. Annezet eo bet a-viskoazh gant pesketerion ha tud o vevañ diwar ar mor. Galianed gwechall, Bretoned, ha touristed a zeu di muioc'h-mui bremañ.
 
Ar porzh nevez en Norzh 
Porzh an Argoll abaoe 1973
 
Gwechall ez errued neket e porzh Argoll a zo e Norzh an enez, hogen er Su, e porzh ar Groaz. D'an izelvor avat ne oa mui dour e-barzh ar porzh-se, ar bagoù a chome er fank e-pad un nebeut eurvezhioù. Ouzhpenn da se e oa ret ober tro an enez, pa zeued eus ar c'hevandir, evit tizhout ar porzh er Su. Porzh an Argoll zo bet savet e 1973. Ar re gozh o deus soñj atav eus ar porzh kozh. En Argoll ez eus dour bepred, tu zo lakaat ar bagoù stag ouzh an donenn, pe stag ouzh ur ponton. Er-maez eus ar porzh e vez bagoù eoriet alies.
Ur wech lakaet an troad d'an douar e pigner sioulik betek kreiz ar vourc'h ha n'emañ ket pell tamm ebet. Bourc'h Edig eo, a zo ur gumun. Gwelout a reer mat an iliz Itron-Varia-Wenn, savet war lein uhelañ an enez. Mañsonet e oa bet e 1853 e-lec'h an iliz kozh Itron-Varia-an-Erc'h a oa bet tangwallet gant ar Saozon. 
Er vourc'h ez eus un ti-kêr, un ti-bara hag un ti-post, met evel-just ivez ur stal, evit prenañ boued dreist-holl, ha goude ostalerioù, ul leti, un dachenn-gampiñ, tiez-krampouezh ha pretioù all. Mar fell deoc'h terriñ ho sec'hed eno d'un devezh hañv heoliek, n'ho po nemet mont da c'hourc'hemenn unan e ti "La trinquette" pe e ti "Le café du Nord". Un degemer a-feson a vo graet deoc'h. Goude ez eoc'h marteze da zebriñ ur pizza pe meskl gant fritez e ti "Le jardin d'Augusta". Evel-se ho po adtapet ho nerzh ha prest e viot evit mont d'ober ur bale diwezhañ war an aod, e-ser arvestiñ ouzh ar c'huzh-heol o serriñ war dremmwel ar mor divent.
Ur c'hant den bennak a vev eno a-hed ar bloavezh. Tud Edig a vez anvet Edigiz. D'an hañv avat e tremen kalzik touristed, koulz Bretoned ha koulz diavaezidi. Leun e vez an dachenn-gampiñ, leun ar porzh 

Edig, enez kestell 
Ar c'hreñvlec'h Loeiz-Fulup
 
E-kreiz an enez, er-maez eus ar vourc'h, ne c'heller ket tremen hep merzout ar savadur brasañ a zo : ar c'hreñvlec'h anvet "Loeiz-Fulup". Savet e voe etre 1847 ha 1853, war lec'h ur c'hreñvlec'h kozh a oa bet distrujet. E-kerzh ar XIVvet kantved e voe krouet ur c'hreñvlec'h kentañ war Edig. Hennezh a voe distrujet e 1746 gant ar Saozon, an hevelep re o devoa tangwallet an iliz. E meur a vare en istor an enez e oa deuet ar Saozon d'ober o reuz eno. Hiziv, ar savadur bras-se ne servij mui d'an arme. Gallout a reer mont d'e weladenniñ bepred avat. Ur pont-gwint zo dirak evit mont e-barzh, bale a c'haller dre an tri solieradur a zo. Fresk eo e-pad an hañv, ha yen e-pad ar goañv.
 
Kastell ar Saozon rivinet
 
E Biz an enez, bet savet er XVIvet kantved gant ar Saozon, e beg Lagad, e chom c'hoazh dismantroù ur c'hastell. Nebeut a zo, ken nebeut m'eo fromus arvestiñ outo, soñjal hag empennañ buhez an dud eno gwechall. Poan hon eus o spurmantiñ lec'h an douvezioù kozh, dre m'eo bet aloubet gant an drez hag ar strouezh. "Kastell ar Saozon" an hini eo.
 
Beg ar c'hastell kozh 
 
E Gwalarn an enez ez eus ur beg anvet beg ar C'hastell Kozh, ha padal n'eus rivin ebet eno. Ne chom nemeur a eñvor ur c'hastell bennak gant an dud kennebeut all. E anv a gastell kozh a zeufe diwar roudoù ur c'hamp roman, a voe dizouaret restajoù e-kerzh an XIXvet hag XXvet kantved. Un oppidom a oa bet savet eno, hervez ar pezh a ouzomp bremañ, da vare an impalaeriezh roman. Sur a-walc'h goude drouziwech ar Weneted e-keñver ar Romaned e 56 a-raok Jezuz-Krist. 
 
Traezhennoù brav heoliet 
Ar mor n'eo ket ken tomm
 
Ur maread a draezhennoù zo war enez Edig. An hini dostañ ouzh porzh Argoll zo anvet traezhenn ar c'hanod-saveteiñ. Peogwir emañ en Norzh e vez tommoc'h ar mor eno. Skol ar mor zo eno ivez. Goude, en urzh, ez eus reoù Porzh Nevez, Kastell Plouz, ar Groaz, ar "Beudjeul" (ar Bugel ?), ar Mulon Bras, an Traezh Yoc'h, an draezhenn c'hlas, an Tour-tan Kozh, ouf Traezh Sinago ha taol-vaen Beg Lagad, kent degouezhout en-dro gant porzh Argoll. An hini vrudetañ zo anvet hiziv "an draezhenn c'hlas", ha lesanvet e vez "Tahiti Beach" abalamour da c'hlasvez ar mor. E Reter an enez emañ, dav eo tremen dre hent maen-hir ar Werc'hez evit mont di. 
 
An tour-tan 

Petra a vefe Breizh hep tourioù-tan ?
 
Un tour-tan zo stag ouzh kumun Edig, a zo e Gevred an enez. Tour-tan ar C'hardenn Vras an hini eo, bet savet e 1880, 27 metr uhelder dezhañ ha renket er monumantoù istorel e 2020. Kemenn a ra an tostaat ouzh bae Kiberen, hag ar mor bras. N'emañ ket tre war Edig, hogen war ur roc'h all er mor. Nevesaet e oa bet e 1973, deiziad krouidigezh porzh Argoll, ha komandet e vez gant tour-tan ar Goulfar a zo war enez Gerveur. 
Etre Edig hag e dour-tan, ez eus c'hoazh kalz reier, da ziwall outo pa vageer eno. Ar C'hardenn vihan, maen fourcheg, ar roc'h melen, madavoar, an trug, betek diraez ar Mulon bihan hag ar Mulon bras. Diwallit, bezañ martolod zo ur vicher. Meur a hini zo en em gavet e strad ar mor e su Edig ! Gweladenn vat deoc'h !

Tepod Mab Kerlevenez




War Raok n° 72 - Printemps 2025


22/03/2025

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss