Ken pinvidik eo bet an darvezadelezh etrevroadel er mizioù diwezhañ ma terman war be danvez sevel va fennad ar wech-mañ : Ukraina, Rusia, Siria, Irak, ma ‘m eus komzet endeo diwar o fenn, met tostoc’h ouzhomp ez eus bet kounlidoù niverus evit kantvet deiz-ha-bloaz distignadur ar brezel-bed kentañ, ma-z eo bet ken merket Breizh gantañ, ha kounlidoù evit seikontvet deiz-ha-bloaz dilestradur an nerzhioù-lu unanet e Normandi, ha da heul kounlidoù all evit dieubidigezh Pariz, Strasbourg, ha me oar–me... Un degouezh eo bet evit ar Prezidant gall d’en em ziskouez o tistagañ areizhioù brogarour amveziadel mat da adreiñ lufr d’e anv. Deuet eo da Vreizh zoken, betek Enez Sun, difrom dindan ar glaw-bil en deus distaget e areizh, da enoriñ paotred an enezenn bet e-touez ar re gentañ o vont da gaout ar Jeneral De Gaulle e Bro-Saoz e 1940. Bez’ e c’hellfen sevel ur pennad evit lavarout ez eo pilpous diouzh perzh ar C’hallaoued reiñ mel d’ar Vrezhoned diouzh un tu evit o c’halonegezh e-pad ar brezel pa vez nac’het outo diouzh an tu all adunvanidigezh Breizh, bet dibezhiet didruez gant troc’herion-gouzoug 1789, ha bet mac’hagnet daou gantved diwezhatoc’h pa voe asantet gant Pariz d’ar rannvroelidigezh. Bez’ e c’hellfen ivez sevel ur pennad war ar gouarnamant Valls bet kouezhet a boan pemp miz goude bezañ bet anvet evit ur wech kentañ, hag adstummet un eil gwech gant tost a-walc’h an hevelep izili hogen en ur zaskemmañ deverkadurioù lod anezho, evel re an Itron Najat Belkacem, ur Varokadez, Muslimadez sañset, hag a zo deuet da vezañ Mavdiernez an Deskadurezh Vroadel C’hall, pezh a ra da dud an tu dehou gall fuloriñ pa ouezont ez eo ur venevelourez touet ha douget da gealiadurezh ar Gender kelennet er skol. Gwelet em eus war ar genroued e oa douget d’an tamazight, ar berbereg, komzet en he metou genidik marokat, neuze ne dlefe ket bezañ enebet ouzh ar brezhoneg er skol.
Ma ! Kement-mañ a zo traoù da brederiañ diwar o fenn ha da lakaat tud ‘zo da ober gwad fall, hogen traoù grevusoc’h ez eus c’hoazh er bed hag an traoù-se hon degas c’hoazh en-dro davet an Islam, un Islam a vefe evel en e zeroù oc’h argas pe o lazhañ kement den n’eo ket evit plegañ da lezenn Moc’hamed. Gouezet hon eus e oa, etre Norzh Siria ha Norzh Irak, Muslimiz arloupet o ren an djihad, evit krouiñ ur Stad islamek, ur galifelezh, renet penn-da-benn gant ar Charia, al lezenn islamek a zo mennet da ren pep tra e buhez an dud. Hag evit-se ez eo ret evito skarzhañ kuit kement den ha n’eo ket muslimat, hag er renk kentañ emañ ar Gristenion hag a ya war dec’h d’en em repuiñ e-lec’h ez eo mat d’an dud o degemer evel e Kurdistan. E Mossoul hag a oa kristen an darn vat eus hec’h annezidi en amzer Sadam Hussein ez eo bet argaset ar Gristenion diwezhañ kerkent hag eo bet kemeret ar gêr gant an djihadourion. Ret eo bet dezho lezel kement tra a biaouent : o zi gant kement tra a oa e-barzh, o c’harr, o arc’hant, ha zoken bravigoù ar merc’hed, ma veze dibourc’het diouto ar C’hristenezed gant merc’hed muslimat karget eus an trevell-se e-touez an djihadourion.
Tri eskob gall : ar C’hardinal Barbarin, arc’heskob Lyon, Mgr Dubost eskob Evry ha Mgr Gollnish rener L’Oeuvre d’Orient o deus aozet ur veaj skoazell evit ar Gristenion-se argaset diouzh o bro, ha kejet ganto en iliz-veur Karakosh hag e lec’hioù all ivez e-lec’h ez int repuet. Ar Pab n’eo ket aet d’o gwelout met diskleriet en deus e oa reizhabeget klask kaeañ ouzh emled ar stad islamek-se. En enep, pezh en deus diskleriet an Aotrou’n eskob Amel Shimoun Nona, eskob kaldeat Mossoul, dazaterset gant ur c’helaouenner eus Corriere de la Sera e dibenn miz Eost, a oa ur c’houzavadenn tonket d’ar Gornogiz. Setu pezh en deus lavaret : “Bez’ ez eo hor poanioù a-vremañ ur ragabadenn d’ar re emaoc’h o vont da c’houzañv-c’hwi ivez, Kristenion europat ha kornogat, en un dazont tost. Mar plij, ret eo deoc’h kompren. Ho pennaennoù frankizour ha demokratel n’o deus talvoudegezh ebet amañ. Ret eo deoc’h adsellout ouzh gwirvoudelezh ar Reter-Nesañ rak degemer a rit un niver a Vuslimiz a ya bepred war gresk. En dañjer ez oc’h c’hwi ivez. Ret eo deoc’h kemer divizoù kalonek ha kalet, o vont a-enep d’ho pennaennoù zoken. Krediñ a rit ez eo kevatal an holl dud, hogen n’eo ket un dra diarvar. Ne lavar ket an Islam ez eo kevatal an holl dud. Ho talvoudegezhioù n’int ket o zalvoudegezhioù. Mar ne gomprenit ket an dra-se buan-tre, e kouezhot drouktizhet gant un enebour ho pezo degemeret en ho ti”.
Diouganus ha tamallus eo ar c’homzoù-mañ evit renerion Stadoù Europa - ha da gentañ-penn da re Bro-C’hall – hag o deus lezet milionoù a Vuslimiz da zont d’en em staliañ en hor broioù europat. Kablus eo ivez pennoù an embregerezhioù bras a c’hoantae dorn-labour an enbroidi-se evit chom hep paeañ dereat micherourion ar vro evit labourioù tebet tenn, arabadus pe stlabezus. Kablus ez int a-dra-sur, hogen kablusoc’h egeto eo ar bolitikerion rak int eo a ra al lezennoù hag o deus ar galloud d’o lakaat da dalvezout. Brallet eo bet ar c’hloc’h-diwall gant un nebeut tud spiswel abaoe pell, hogen n’int ket bet selaouet gant ar renerion, e-gin-kaer e veze graet dezho tevel, pa ne vezent ket kaset dirak al lezioù-barn evit gouennelouriezh ha kastizet garv.
Bez’ e klever gant ar meziennoù gall : c’hwitet eo bet enframmadur an enbroidi ! N’eo ket diaes kompren an dra-se. Aes a-walc’h eo enframmañ tud eus an hevelep sevenadurezh - an Europiz etrezo da skouer -, eus an hevelep relijion, ha buan-tre zoken e vezont heñvelekaet, enteuzet. Evit tud arallouenn, ha gant ur relijion disheñvel, evel hini ar Vuslimiz da skouer, ne c’hell bezañ ken aes-se. Gant un niver bihan eus an dud-se e vint enteuzet tamm-ha-tamm gant o bugale o taremprediñ an hevelep skolioù hag an hevelep metou buhez ha tud ar vro, ha zoken e c’hellint kemmañ relijion da geñver dimezioù etregouennel, hogen gant kantadoù a viliadoù enbroidi o tont dizehan bep bloaz n’eus mui tu d’o enteuziñ. Tolpet e vezont e bannlevioù tristidik – disleberet ha mastaret gant an enbroidi o-unan peurliesañ -, e-barzh annezioù izelfeur liessolieradur, e-lec’h e kavont tud evelto, degouezhet araozo, hag ez adkrouont eno an hevelep stuzegezh o deus kuitaet e Norzhafrika pe Afrika-du. Gant o niver o kreskiñ dizehan e vez goulennet e vefe savet moskeennoù, hag evit ar servij relijiel e vez galvet imamed a zeu eus broioù e-lec’h e ren an islamouriezh evel hini ar Vreudeur Muslimat. Kelenn a reont peurvuiañ ar salafelouriezh, un Islam strizh, hini an derou (diwar ar ger salaf = hendad) e-lec’h en deus an djihad ar plas a enor en o c’helennerezh. N’eo ket souezhus neuze hon eus gwelet un toullad tud yaouank eus ar c’heodedoù bannlev-se o vont da ober an djihad e Siria hag en Irak, hag o tont en-dro evel harozed ha lakaat da ziwan galvedigezhioù all.
Displeget mat eo bet an argerzh-se gant Samuel Laurent en e levr Al-Qaïda en France, Révélations sur ces réseaux prêts à frapper, Editions du Seuil, Mae 2014. N’eo ket ur c’helaouenner anezhañ met kentoc’h ur skrivagner imbrouder. Aet eo, kalonek, da Siria evit kejout gant an djihadourion “c’hall”, - ma oa en o zouez un nebeut Gallaoued a orin kanttroet d’an Islam -, evit o atersiñ en ur vevañ ganto meur a sizhun. Ur wech distroet e Bro-C’hall ez eo aet da welout a-nevez lod anezho en o c’heodedoù ha diouzh ar c’haozeadennoù en deus bet ganto en deus stadet e oa grevusoc’h ar saviad eget na grede. Da skouer un niver brasoc’h a C’hallaoued a orin a zeu da vezañ muslimiz eget na-z eus Muslimiz a zeu da vezañ Kristenion, met se a c’hoarvez dreist-holl er c’heodedoù-geto, d’am soñj. Gant an niver bras-ouzh-bras a Vuslimiz oc’h aloubiñ o c’harterioù, ar C’hallaoued a c’helle o deus skarzhet kuit, hogen ar re paouroc’h egeto ez eo bet ret mat dezho chom eno. Ar re-se eo a vez heskinet gant ar salafelourion, ar merc’hed dreist-holl, graet outo evel ouzh gisti mar ne zougont ket ar ouel islamek ha dilhadoù dereat hervez o reolennoù, neuze ez asantont da vezañ muslimat evit paouez da vezañ heskinet. Evel ma-z eo bet displeget da aozer al levr, ne c’hell ket ur gwir Vuslimad heuliañ lezennoù ur Stad evel Bro-C’hall, ha kasoni ruz a vagont outi hag ouzh ar sevenadur kornogat dre vras, gant e vuhezegezh lezober, ar gadalestaol, ha nevez ’zo al lezennoù nevez a aotren an dimeziñ etre tud heñvel o rev. Bez’ e soñjan-me : perak neuze dont da vevañ en ur vro na garont ket ha ma vez diaes dezho heuliañ strizh enni o relijion ? Met gwelout a reont pelloc’h. Evito ez eo brein ar vro-se gant renerion dallet gant ar politically correct, gwirioù mab-den hag an demokratelezh da bennluskañ dre ar bed. Lorc’h a zo enno gant o zalvoudegezhioù republikan hogen ne welont ket an dañjer, hag a-benn nemeur e kouezho ar vro etre krabanoù ar salafelouriezh. Ur salafelouriezh ha n’eo ket, a skriv Samuel Laurent, p. 190, ur forc’hadezh, un deveizadur nevez eus testennoù ar c’horan, hogen un distro d’ar stumm ar muiañ orinel eus an Islam, d’an hini glanañ, daoust ma ne ra ket diouer dezhañ ar pilpouzerezh. Difennet eo d’ar Vuslimiz butuniñ, evañ alkool, kemer drammoù, hogen gwerzhañ dramm d’an difeizidi, d’ar gafired, a zo aotreet peogwir ez eus tu evel-se da zistrujañ enebourion an Islam, hag an arc’hant gounezet gant an trafikerezh-se a servij da baeañ an abostolidi vuslimat er c’heodedoù ha da skoazellañ an djihadourion a stourm e Siria, Irak, Afghanistan pe Somalia...
Kantadoù ha kantadoù takadoù ermaez-lezenn (zone de non-droit e galleg) ez eus er C’hwec’hkogn, ermaez al lezenn c’hall evel-just hogen dindan al lezenn islamek ; gwir galifelezhioù islamek bihan ez int, a skriv S. Laurent, p. 181 ha p. 218. Bemdez e c’hounezomp feizidi nevez pa vez kollet bemdez muioc’h he re gant an Iliz katolik, a lavar dezhañ un abostolad muslimat, pa fello deomp darsaviñ holl a-gevret e kouezho Frañs evel ur frouezhenn azv.
Dibabet em eus da dalbenn va fennad : Gourfennet eo lankad ar goradur dre ma ’m eus kavet, goude bezañ lennet levr Samuel Laurent, ez omp degouezhet en ur mare ma vuana dibun an darvoudoù en un doare enkrezus er Reter Nesañ hag ez eo deuet lankad ar feulster brezel rik gant krouidigezh ar galifelezh gant ur gouezoni ferv : gouestlidi drouklazhet, dic’houzougadennoù filmet ha diskouezet war ar genroued evit spontañ ar Gornogiz, Kristenion argaset ha dibourc’het en takadoù gounezet gant ar Stad Islamek en Irak, kantadoù a Vuslimiz c’hall o vont da ober an djihad e Siria, ha lod anezho - ar re wellañ hervez barnverkoù Al-Qaïda – adensilet er C’hwec’hkogn war-lerc’h ur gourdonadur arbennik strizh-kenañ e Somalia, ha dindan un hennadelezh nevez kaset da vezañ kement a wazourion gousker, darev da ober n’eus forzh petore mesbukadoù pa vo goulennet outo. Emir Al-Qaïda m’en deus S. Laurent kejet gantañ e Frañs, en un doare dirgel a-grenn evel-just, en deus lavaret dezhañ e oa bet ezhomm eus tost daou vloaz evit prientiñ mesbukad Madrid a redias Spagn da lemel kuit he soudarded a stourme gant an Amerikaned en Irak ; hiziv e Bro-C’hall, e vefe a-walc’h eus ur sizhun pe zaou evit prientiñ unan heñvel pa n’eo ket kalz distrujusoc’h gant an armoù he deus Al-Qaïda sanailhet e Bro-C’hall e lec’hioù kuzhet mat. Aotreet eo bet da S. Laurent da welout an armoù spouronus-se evit ma c’hellfe diogeliñ n’eo ket komzoù goullo pezh a ziskuilh en e levr.
Embannidigezh al levr-mañ zoken a zo un arouez ez eo diogel Al-Qaïda eus he nerzh. Ne zirenk ket Al-Qaïda e vefe diskuliet un darn eus he bellerezh, ha war-un-dro ez eo ur gouzav d’ar Gornogiz war pezh o gortozo mar ne baouezont da emellout en aferioù ar broioù muslimat. forzh penaos ez eo bet adlennet ha reizhet - un nebeut hepken – skrid S. Laurent a-raok an embann gant atebeion Al-Qaïda e Bro-C’hall hag e Somalia. Ar boan a varv, evitañ hag evit e diegezh, a c’hortozfe anezhañ mar bije ouzhpennet traoù all gantañ d’e levr. En em c’houlenn a ra ha n’eo ket bet tunembreget en afer-se, diouzh un tu e hañval al levr ober bruderezh evit Al-Qaïda en ur ziskouez he nerzh, met diouzh un tu all e oa ret diskouez d’an dud petore begozh spouronus, gwir gleze Damokles, ez eus a-us d’o fenn er C’hwec’hkogn.
E klozadur e levr e lavar Samuel Laurent e vije bet ret abaoe pell ensilañ djihadourion faos e-touez an toullad “Gallaoued” a ya da ober an djihad e Siria, en Irak, en Afghanistan... a-benn kutuilhañ titouroù hollbouezus, evit evezhiañ, kontrollañ ha zoken diwerc’hekaat lanv an djihadourion c’hall. Met kavet eo bet re dañjerus evit he gwazourion gant an DGSE a soñj S. Laurent. Ya ! Dañjerus-kenañ eo, hag e soñjan er gwazour anvet Le Coz e romant Marc Charuel, Chiens enragés, Albin Michel, Meurzh 2014. Ensilet en ur vrigadenn djihadourion en Afghanistan ez eo bet dizoloet, boureviet evit reiñ titouroù war e rouedad hag a-benn ar fin ez eo bet drouklazhet. Nann ! Pezh a oa da ober a oa da vezañ graet a-raok : herzel ouzh seizh pe eizh milion a Vuslimiz da zont d’en em staliañ er C’hwec’hkogn, rak ne-z eer ket goude-se da blantañ brezel en o bro orin hep na vefent kounnaret-ruz gant pezh a welont evel un taol trubard. Krediñ a rae ar renerion c’hall ober ganto gwir republikaned gall, laikourion douet hag azeulerion deol Frañs mamm gwirioù mab-den, a-benn ar fin n’o deus krouet ganto nemet “kiier kounnaret”.
Yann Tregael
Lexique :
- Darvezadelezh : actualité, ensemble des faits actuels
- Areizh : discours.
- Amveziadel : de circonstance.
- Deverkadurioù : attibutions.
- Benevelourez : féministe.
- Iskis eo pegen aes eo bet kemeret ar gêr gant an djihadourion, 60.000 soudard eus an arme irakat a zifenne Mossoul e derou miz Gouhere : pe o deus tec’het kuit evel konikled pe ez int tremenet diouzh tu an djihadourion gant an armoù a biaouent. Daoust petra eo, stummadur arme nevez irakat gant an Amerikaned hag Europiz a hañval bezañ bet ur c’hwitadenn.
- Reizhabeget : justifié.
- Gouzavadenn : avertissement.
- Kouezhañ drouktizhet : tomber victime.
- Meziennoù : les médias.
- Heñvelekaet : assimilé.
- Kanttroet : converti.
- Gadalestaol : pornographie.
- Kafir : kement den ha n’eo ket muslimad ; difeizidi : les infidèles, les mécréants.
- Abostalad : prosélyte.
- Darsaviñ : se révolter.
- La phase d’incubation est terminée.
- Gwazour kousker : agent dormant
- Mesbukad : attentat.
- Dirgel : clandestin.
- Bellerezh : stratégie.
- Tunembreget : manipulé.
- Diwerc’hekaat : neutraliser.