Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

HENT AN DAZONT 1 - CHARLEZ AR GALL (1921-2010)


Rédigé le Mercredi 24 Avril 2024 à 15:00 | Lu 6 commentaire(s)


IN WAR RAOK ! - N° 32 - Juin 2011


D’an 3 a viz kerzu 2010 he deus kollet Breizh unan eus e vibien wellañ, Charlez Ar Gall, brudetañ " paotr ar brezhoneg " zo bet biskoazh.


Bro espar e c'hanidigezh

Ganet e oa d’ar bemp a vis meurzh 1921 e Maezoù-Gwenn, un ti-feurm en Ospital-Kamfroud, nepell eus an hent a gas eus ar vourc’h da d-Tibidi. Pa oa paotr bihan e oa moarvat degouezhet gantañ, meur a wech, mont da vesa ar saout pe da c’hoari e Menez-Vengleuz ha sur-mat e veze bamet ar c’hrennard gant ar gwel kaer a gaver eno war lost lenn-vor Brest gant enez Tibidi just dindan, e-lec’h ma oa deuet sant Gwenole da chom e-pad ur pennad e deroù e abostolerezh, ha pelloc’h en dremmwel, en tu all d’an dour, neved Landevenneg, lec’hioù karget a istor hag a speredelezh hag o deus skoet nebaon  spered ar bugel bev a oa anezhañ.  Er gêr ne veze klevet ger galleg ebet ha brezhoneg mat a veze komzet, ur brezhoneg etre, "ledanoc'h" eget brezhoneg traoñ Kerne ha "skañvoc'h" eget hini bro-Leon peogwir e ouezer mat penaos "etre ar Faou ha Landerne n'emeur nag e Leon nag e Kerne". N'en dije ket gellet bezañ ganet en ul lec'h reishoc'h an hini a zeufe da vezañ "mouezh Breizh", bloavezhioù diwezhatoc'h. 


E yaouankiz

Er skol d'ar c'houlz-se ne oa ket a geal da zeskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg evel-just peogwir e oa difennet hen komz zoken pa veze ar vugale o c'hoari er porzh. Amzer milliget ar Simbol e oa. Galleg mat, da nebeutañ a veze desket d'ar re yaouank rak ne oa ket bet mac'homet (c'hoari ebet war ar gerioù amañ) micher ar skolaerien evel ma'z eo bremañ! Charlez, hag a oa ur paotr fur ha lemm, a dapas an notenn wellañ er vro e galleg pa dremenas e santifikad. Ar santifikad-se a oa ar pal uhelañ evit an darn vrasañ eus ar vugale. An  hini en doa gounezet anezhañ a ouie lenn, skrivañ ha kontañ ervat, ar pezh n'eo ket gwir ken evit lod eus ar re a dremen ar vachelouriezh hiziv. Gallet en dije Charlez paouez aze ha mont da labourat evel ar re yaouank all a oad gantañ. Met peogwir e oa bet remerket pegen lemm e oa e spered, e voe bountet da genderc'hel gant e studioù. E 1937 e krogas da brientiñ ar vicher a skolaer e skol vistri Kemper. Eno e chomas betek 1940 pa voe disklaeriet barrek war ar vicher.

Ar chadenn vurzhudus

Pa oa skolaer yaouank e reas anaoudegezh gant gant Chanig Gwilhamed, merc'h ur skolaerez hag un ofiser war vor, ur fulenn a Gernevadez anezhi, hag a zeuy da vezañ, e 1942, Chanig Ar Gall, e wreg karet hag e genlabourerez feal evit hogozik 70 vloaz !  Div verc'h o devo ha, da heul, bugale-vihan ha bugale-guñv, lod anezho brezhonegerien ampart. An eurvad en devo bet Charlez eta da welout n'eo ket bet 

Torret ar walenn aour, gwalenn ar yezh,
Ar walenn aour a unane
Kalonoù nevez ar vugale
Ouzh kalonoù ar re gozh

da-lavaras Yann Sohier en e varzhoneg varzhus E-tal ar Groaz.

Ar stourmer, mab speredel Yann Sohier

 

Goude an eil brezel-bed e krede da galz e oa echu gant an Emsav brezhonek, met an holl a oar pegen kalet eo pennoù ar Vretoned. Setu ma adsavas an Emsav a bep tu a-drugarez da dud a galon, rak ret e oa bezañ kalonek er mare-se evit sevel e vouezh a-du gant ar brezhoneg. Charlez, asambles gant mignoned evel Armañs Keravel hag Andrev ar Merser, a adlakas en e sav ar gevredigezh  Ar Falz a oa bet krouet gant Yann Sohier a-raok ar brezel. Eno e veze bodet skolaerien ha kelennerien ar skolioù lik o doa c'hoant da savetaat ar brezhoneg ha da stourm evit ma vefe degemeret en deskadurezh. Kenlabourat a reas Charlez gant ar gelaouenn anvet Ar Falz ivez hag a glaske ledañ mennozh ar brezhoneg e metoù ar skolaerien, gant Skol Vreiz ur gelaouenn bedagogel a-feson hag a sikoure ar re o doa c'hoant da gelenn brezhoneg hag ouzhpenn-se e skrivas meur a bennad e Brud, kelaouenn ar gevredigezh Emgleo Breiz. E-pad pell e reas ivez war-dro ar stajoù aozet e-kerz an hañv gant Ar Falz evit sikour an dud da wellaat o brezhoneg. Ul levr bihan met pouezus-kenañ en devoa skrivet e galleg, Breiz Hor Bro (bet adembannet e 2005 dindan an titl Toutes les Cultures de Bretagne) evit deskiñ da dud ar c'helc'hioù keltiek ar pep pouezusañ diwar-benn istor, douaroniezh, armerzh, stuz, yezh ha lennegezh Breizh, ur seurt vademecum eus hor sevenadur.  

Ur brezhoneg dispar a skrive, poblek ha pinvidik war un dro. Un drugar eo lenn ar pennadoù en deus bet skrivet e Brud, e-lec'h ma splann e deneridigezh, e garantez evit mab-den. Da geñver e obidoù e lennas Mari Kermarreg un tamm eus e zanevell verr E-skeud ar Binvidigez ha meur a hini a teuas daeroù d'o daoulagad pa glevent seurt komzoù fromus displeget en brezhoneg ken yac'h. Mab da Yann Sohier e oa Charlez ivez dre ma oa digor-mat e spered. Erru mat e oa Yann Sohier gant an holl, mignon da v-Marcel Cachin koulz ha da Yann-Vari Perrot. Heñvel e oa gant Charlez hag en dije gallet lavarout en ur zrevezañ Terentius, ur skrivagner eus an Henamzer : "Britto sum, brittanici nihil a me alienum puto. (Ur Breizhad on ha n'eus netra a vreizhek a lakaan da estren.)" Pe e vijent ruz pe e vijent gwenn, e oa degemeret mat an holl  gantañ. Ral eo gwelet un den ken hegarat hag e oa Charlez Ar Gall e-keñver e nesañ.  Mar karje an holl emsaverien bezañ bet eveltañ e-lec'h derc'hel d'en em zrailhañ hep ehan evel ma ra lod, e vije aet an traoù kalz buanoc'h war a-raok !


Mouezh Breizh

 

Adalek 1959, e kemeras Charlez Ar Gall karg an ababennoù brezhoneg skignet war gwagennoù Radio-Kimerc'h hag a oa bet e vignon bras Pêr-Jakez Helias en o c'hiriegezh betek neuze. Er penn kentañ ne oa kalz a aezamant el labour rak ne oa studio ebet d'ar c'houlz-se e Brest ha dre-se e veze ret da Charlez enrollañ e abadennoù er gêr! Berzh a reas avat hag a-benn nebeut e teuas da vezañ an den brudetañ e Breizh-Izel. Bez e oa bet skignet brezhoneg er radio a-raok-se, e-pad ar brezel, en abadennoù kaset da benn gant Roparz Hemon, abadennoù dreist met ne c'halle ket an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien o c'hlevout siwazh peogwir e vezent skignet eus Roazhon ha diaes-meurbet e oa o zapout e Breizh-Izel. Bremañ avat, gant Radio-Kimerc'h, ne oa kudenn ebet ken. Bep sul goude merenn e c'halle  ar Vretoned klevout o yezh er post bihan, e-pad un eurvezh bennak hepken marteze, met an eurvezh-se he deus degaset e-leizh a eurvad da degadoù, ma n'eo kantadoù a vilieroù a dud.  

Pep hini a c'helle kemer dudi en abadennoù Charlez Ar Gall, rak gouzout a ouie kinnig a bep seurt traoù, kanaouennoù hengounel, kanaouennoù nevez, sonerezh hengounel, sonerezh arnevez, barzhoniezh, lennegezh liesseurt, pennadoù-kaoz gant tud disheñvel o interestoù pe o mennozioù, reoù ruz, reoù gwenn, reoù na ruz na gwenn, rannvroelourion, broadelourion ha me'oar... 

Ma reas Charlez ur berzh ken bras ez eo ivez a-drugarez d'e wreg Chanig, un arzhourez kizidik hag a c'halle aliañ anezhañ rak ur mailh e oa war a bep seut arzh ha dreist-holl war ar varzhoniezh hag ar sonerezh. Se zo kaoz e c'helle bezañ o abadennoù poblek hag a live uhel war un dro. Jef Philippe a zegas da soñj dimp penaos e oa Radio-Kimerc'h en doa skignet evit ar wech kentañ tonioù bombard hag ograoù sonet gant Jean-Claude Jegat ha Louis Yhuel. "An dud", emezañ, "a chomas batet gant kaerder ar muzik-se, ken e voe ret advoulañ pladennoù nevez. Ha setu an daou arzour deuet da vezañ brudet-bras !" Er bloavezhioù 60 ha 70 eta, nep a veze o treuziñ ur vourc'h e Breizh-Izel war e dreid, e-kerz ur sulvezh-hañv, pa veze brav an amzer ha digor an holl brenestroù en tier, a c'halle klevout mouezh Charlez Ar Gall eus ur penn d'egile d'ar vourc'h-se. N'eus ket kalz a dud o deus sevenet kement a audimat hag-eñ ken ingal. Gant-se e c'heller kompren al levezon vras en deus bet er vro evit kas ar stourm brezhoneg war a-raok. Meur a hini, sur a-walc'h, e-touez ar Vretoned yaouank ha ne ouient ket brezhoneg o deus bet c'hoant da zeskiñ ar yezh goude bezañ bet klevet an traoù ken kaer-se. E 1964 e voe Charlez an hini kentañ o komz brezhoneg er post bras. Da gentañ e oa treut-mat ar peuriñ : ur vunutenn hanter bep gwener da noz! Met tamm-ha-tamm ez eas war wellaat hag e 1971 e voe krouet an abadenn suliek Breiz o Veva hag a reas berzh bras ivez.


Ar paotr kalonek

 

Ma oa Charlez un den digor, habask hag hegarat, ne oa ket marv al laou war e galon evit keloù-se. Gouzout a ouie skeiñ pa veze ezhomm. E 1962 e oa bet bec'h e Montroulez pa oa bet ac'hubet an isprefeti gant labourerien-douar fuloret. Diwar-se e voe savet ur ganaouenn anvet Emgann Montroulez hag a rae goap ouzh ar gouarnamant gall. Skignet e voe war Radio-Kimerc'h ha c'hoarzhadeg e-leizh er vro evel-just. Ket e Paris avat ha prestik goude e tapas Charlez un taol penn-bazh : e-pad ur pennad e voe berzet outañ komz er radio.

E 1974 e oa bet dastumet un toullad paotred eus TDB (An FLB). D'ur sadorn bennak e oa dalc'het un emvod gant Skoazell-Vreizh e Brest evit sikour anezho ha kaset e oa bet keloù da Charlez. Setu-eñ oc'h embann an dra en e abadenn ar gwener. D'ar mare-se ne veze ket skignet rageeun met enrollet e studio Brest ha kaset ar vandenn da Roazhon. Dirak e bost e oa Charlez en e ranndi e Brest o sellout ouzh e abadenn pa welas e oa bet karezet pe c'hwennet an tamm diwar-benn paotred TDB.

Droug ken a oa ennañ eta hag eñ o tiskregiñ e bellgomzer raktal ha kas tud Roazhon da sutal en ur reiñ e zilez. Pebezh trouz er c'helaouennoù war-lerc'h, ken meur rak se pa voe distrujet nebeut amzer goude rastell skingomz ha skinwel Roc'h Tredudon ha ret da veur a gant miliad a Vreizh-izeliz tremen hep tele e-pad pell (daou vizvezh leun evit lod anezho !) Ar farsusañ toud eo ma voe kredet gant an holl e oa bet lakaet ar rastell-se da darzhañ gant tud TDB evit veñjiñ Charlez Ar Gall. Goude se avat ne chomas ket da zidalveziñ, kenderc'hel a reas da labourat sioul evit ar yezh en ur skrivañ. Rak un den desket bras e oa. Milieroù a levrioù a oa en e di, ha barrekoc'h e oa ar skolaer-se eget ur bern kelennerien skol-veur.

E 1990 e voe enoret, assambles gant Chanig, gant Kolier an Erminig ha n'eus ket kalz tud a zo bet dellezekoc'h d'e gaout.

Un diouer bras eo evit e familh hag ivez evit an holl Vreizhiz a galon.

Kenavo ha bennozh Doue dit, Charlez.

 

 

Eostig Pont-Eon  




Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 29 Août 2024 - 08:43 Sonerezh hag hengounioù pobl e Breizh

Jeudi 29 Août 2024 - 08:38 La bataille de Trans-la-forêt



War Raok n° 70 - Été 2024


Éditorial


29/08/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss