Gourc’hemennet ez eus bet gant ar gelaouenn Ouest France un enklask evit gouzout petra soñje ar C’hallaoued diwar-benn ar gudenn-se : a-du pe a-enep e vefent evit ma vefe lakaet krevier Nedeleg el lec’hioù foran. Souezhus eo bet an disoc’h : 71 % eus an dud a oa a-du, ha zoken 46 % eus an dud, tebet bezañ o vouezhiañ evit ar “Front de Gauche”, a oa a-du ivez. Addisplegoù e-leizh a zo bet da heul ar gobidell-mañ, ha dreist-holl evit lavarout e oa deuet Nedeleg da vezañ sevenadurel ha kement ha relijiel, un doare gouel an tiegezh, priziet dreist gant ar vugale ha ne vegozhe e nep doare pennaennoù sakr ar Republik c’hall. Evit komz heñvel ouzh ar wirionez, ez eo deuet Nedeleg da vezañ muioc’h sevenadurel eget relijiel, evit chom hep lavarout kenwerzhel penn-da-benn, met se ne vir ket ouzh an dud da leuniañ an ilizoù da geñver oferennoù Nedeleg ha da gas o bugale da welout ar Mabig-Jezuz, Mari ha Jozef, an azen hag an ejen, hag holl dudennoù ar c’hraou, er c’hrevier bras a zo en ilizoù. Ha da zibenn e ro ar mammoù ur pezhig moneiz da bep hini eus o bugale da lakaat e kef ar c’hraou evit kaout ar blijadur da welout an ael oc’h hejañ e benn evit lavarout “Trugarez”.
Lezenn 1905
Ne vez kedanavezet gouloc’h ebet gant ar Republik : amañ ez eus koulskoude forc’hellegezh, maodiern gall an Diabarzh a zo ivez maodiern ar gouloc’hoù, neuze e kedanavez ar gouloc’hoù, ha daoust da lezenn 1905 ez eus atav, mui pe vui, emell ar Stad evit envel eskibion ‘zo, pa ne blij ket dezhi hemañ-henn. Anatoc’h eo emzalc’h ar Stad c’hall pa vez keal eus an Islam, damantus e vez en e geñver, da skouer pa ya Maodiern an Diabarzh da derriñ yun ar Ramadan gant ar Vuslimiz pe, pa vez aozet un degemer a zoare gant maer Pariz e dibenn ar Ramadan-se en e vaerdi. Ha ne gomzan ket eus tachennoù roet evit ur bennozh-Doue gant maerdioù ‘zo evit sevel moskeennou, pe gwerzhet evit ur priz dister.
Ne vez skorennet gouloc’h ebet gant ar Republik : setu c’hoazh ur gaou kaer, d’an nebeutañ evit pezh a sell ouzh ar Vuslimiz adarre. Pep hini a oar bremañ petra eo ar boserezh halal evit ar Vuslimiz : ne vez ket badaouet al loened a-raok o diwadañ, neuze e c’hellont chom war o zremenvan e-pad ur c’hardeur pe muioc’h, betek ma vefe skuilhet o zakenn wad diwezhañ. Ouzhpenn ar gouzañvderioù a ziwask al loen, pezh a ra huchal, gant gwir abeg, Brigitte Bardot hag he mignoned, ha kalz tud all evel ar re bodet er gevredigezh “Vigilance Halal” a stourm evit ma vefe paouezet gant ar varbariezh-se, e vez gopret an aberzhourion vuslimat gant al lazhtioù, hervez pouez al loened aberzhet pe hervez o niver hag an arc’hant-se paeet a ya d’ar moskeennoù ma aparchant an aberzhourion dezho. Evel-se, en un doare ameeun, e vez skorennet an Islam gant ar Republik, seul vui ma weler ar predvaoù-skol, el lec’hioù ma vez uhel niver ar skolidi vuslimat e-barzh, e vez servijet kig halal hepken ha lamet kuit kement meuz ma vefe kig moc’h e-barzh.
Kraou Nedeleg ebet el lec’hioù foran ! Lakaomp, hogen daoust ha doujet e vez d’al lezenn republikan-se e-pep lec’h, ha gant ar gouloc’hoù all ? Ne gredan ket ! Ur c’hraou Nedeleg war ul leurenn, en ur c’horn bennak evel ma-z eus kalz diouto er bourc’hioù kozh, evel ma ‘m eus gwelet diouto en Alamagn da skouer, e Mainz, e Köln, hag er c’hêrioù bihan a-hed ar Roen, ne zirenk den ebet, hogen klaskit tremen, da skouer, dre ar straed Myrha, e karter ar Goutte d’Or e Pariz, d’ar Gwener, ne c’hellot ket, stanket eo ar straed gant miliadoù a Vuslimiz oc’h ober o fedennoù war o falennoù-pediñ, hag ar straed Myrha ne zle ket bezañ an hini nemeti stanket ; e kêrioù bras all ar C’hwec’hkogn, evel Marseille, Lyon, Lille... e tle bezañ heñvel. Petra a ra al Libre Pensée a-enep an dra-se ? Netra ! Ar Vuslimiz n’int ket enebourion dezhi. Petra a ra difennourion al lezenn republikan ? Netra ! Evit chom hep gourtamall ar Vuslimiz. Hogen mar c’hoarvez da unan bennak diskouez e enebiezh ouzh stankadur ar straed-se ez eo paket buan gant ar c’herreizh ha klasket laou en e loeroù. E galleg flour ha kempenn e vez anvet an dra se : “deux poids, deux mesures”, e brezhoneg e c’hellfe bezañ : diouzh an arval ar priz...
Distreiñ a ran war an haeradenn republikan-mañ : “Ne vez skorennet gouloc’h ebet gant ar Republik”. Bez’ ez eus koulskoude ur relijion a zo skorennet gant ar Republik ha skorennet bras zoken, met den ebet ne gred tamall an dra-se, ken galloudek ez eo. Al laikelezh eo an dra-se, a garan gwelloc’h envel “laikouriezh”, rak ur gwir relijion eo. Neptu e rankfe bezañ al laikelezh, met al laikelezh c’hall n’eo bet gwech ebet neptu, setu perak e kavan gwelloc’h komz eus “laikouriezh”. Soñj hoc’h eus c’hoazh, hep mar ebet, eus Vincent Peillon, an hini en doa skrivet al levr : “La Révolution française n’est pas terminée” (N’eo ket gourfennet an Dispac’h gall), ha bet kentañ maodiern F. Hollande evit an Deskadurezh Vroadel. Displeget fraezh en doa ne c’helle ket ar Republik kenvevañ gant ar Gatoligiezh, a-boan gwelloc’h gant ar Brotestantiezh, neuze he doa ezhomm ar Republik eus ur relijion a c’holofe an holl gredennoù hag ar relijion-se a vefe al laikouriezh. Komzet en doa re sklaer, ha re abred marteze, dilestret e voe diouzh ar gouarnamant pa voe kemmet an tevezeg Jean-Marc Ayrault. Hogen n’eo ket ar gobidell-mañ un istor nevez ; bez’ e kaver e andon en Dispac’h gall. Soñjit e gouloc’h an doueez Poell (Raison) ma veze drevezet al liderezh katolik en iliz-veur Paris : ur plac’h yaouank ugent vloaz, gwisket gant ur sae hir gwenn, gorroet war an aoter en ur gador-vrec’h a lorc’h, ha da c’houde areizhoù ha gourbannoù ur beleg-meur eus ar relijion nevez, a veze douget en ul lidambroug dre straedoù Pariz betek leurenn ar Révolution, gant un ugent bennak a vaouezed, gwisket holl gant saeoù gwenn, evel ar Pab gwechall en e seda gestatoria (kador-doug). Bez’ e voe ivez gouloc’h an “Être Suprême” (ar Boud Dreist) pennlusket gant an doueelourion evel Robespierre, enebet ouzh Jacques René Hebert hag e zoueez Poell, hag a oa un dizoue touet. Savet e voe Temploù d’an “Être Suprême” un tammig e-pep-lec’h. Bez’ e oa un tammig evel “Tisavour bras an Hollved” ar frankvasoned doueelour. Met gourfennet e voe gant kement-se pa sinas Napoleon Bonaparte ar C’heviunad gant ar Pab e 1801, hag ez eo marteze en abeg da se ma lavar Vincent Peillon : “N’eo ket gourfennet an Dispac’h gall”. Napoleon en deus torret ar foukenn, ne oa chalet hemañ gant relijion ebet, fellout a rae dezhañ ar peoc’h diabarzh evit gellout kenderc’hel gant e vrezelioù aloubiñ hag e hunvreoù meurdez, hogen, kendalc’het en deus memestra an Dispac’h gall, hag e vrec’h armet a zo bet ar Skol c’hall karget da skignañ er bobl an tebet talvoudegezhioù ar Republik.
N’eo ket ar Republik c’hall ur republik evel ma c’hellfe bezañ ar republikoù all dre ar bed, da lavarout eo ur reizhiad gouarn evel ma-z eus reoù all. Nann ! Bez’ ez eo ar “Republik” gant un “R” bras, un doare relijion hollvedel, a zle goleiñ, erlec’hiañ, an holl relijionoù, hag unan eus he zebet talvoudegezhioù, o teverañ diouzh he fennaennoù droch, a zo, e c’hell bevañ a-gevret, en un emglev peurvat, poblañsoù disheñvel o tont eus ar bed a-bezh, gant ma vezont kelennet gant Skol ar Republik, setu perak ez eo hor republikaned pur jus a-du penn-da-benn gant an enbroerezh diharz. Hogen, re emlorc’hek int bet, kavet o deus war o hent ur rummad Republikaned all, ken emlorc’hek hag int : ar Vuslimiz, bet degemeret brokus ganto koulskoude en o ziriad. Nac’h a reont dreistbeli ar Republik c’hall, he zalvoudegezhioù n’int ket o re, ha pa ziskouezont en un doare feuls o enebiezh, da skouer e derou miz Genver gant mesbukadoù Pariz o deus devoudet seitek muntr ez eo horjellet ar Republik. Hogen e-lec’h anzav o deus faziet, e oa faos o zalvoudegezhioù hag o fennaennoù, e klaskont laou e-lec’h n’eus ket anezho. Evel-se hon eus klevet ar Prezidant gall, e devezeg, e vaodiern ar justis ha kalz tud all er meziennoù o tiskleriañ n’o doa ar mesbukadoù netra da welout gant an Islam hag ar pep mallusañ a oa stourm a-enep ar ouennelouriezh hag an islamgasaouriezh. Reizh e vefe mar befe an Islam ur relijion a garantez, a beoc’h hag a zamant, evel ma vez diogelet deomp gant ar Vuslimiz anvet “didaer” (light, low cost), ha lonket digudenn gant ar republikaned kenwaller pe dall a-grenn, hogen n’eo ket se an Islam : soliet eo war an hevelep levr “sakr” anvet Koran, e-lec’h e kav, Muslimiz didaer ha djihadourion an eizhavourañ, pep hini e reizhabegadur.
Hogen ar gwellañ anzavadenn war hennad gwirion ha pal ar Republik c’hall a zo kouezhet marteze digant genou Claude Bartolone, prezidant ar Vodadeg Vroadel C’hall. E-kerzh ar skingasadenn Le Grand Jury war RTL, gant Jérôme Chapuis, d’an 18 a viz Genver 2015, en deus diskleriet meur a wech e oa dibleg war talvoudegezhioù ar Republik, hag en deus kendalc’het evel evit en em reizhabegañ : “D’an deiz ma vez gwanaet ar sichenn-se ez omp kaset en-dro, an eil re hag ar re all, davet hor c’humuniezh pe hor relijion, hag ez eo ar “bevañ a-gevret” a zo begozhet ; a-hend-all ez eo an dra-se o deus klasket ober ar sponterion-se, an drouklazherion-se (re Charlie Hebdo), evel reuzied kentañ : “ar bevañ a-gevret”. Din-me e fell din e teufemp a-benn, zoken mar bez kemeret un tamm amzer. Sellit ouzh an amzer a zo bet ret evit ober d’ar relijion Gatolik degemer an devoud ma-z eus ur relijion dreist evit pep hini ac’hanomp : relijion ar Republik ez eo”.
Lavaret eo pep tra gant komzoù C. Bartolone, evit ar re a oar o dialc’hwezañ. A-benn-ar-fin e c’hellfe bezañ deuet mat ar mesbukadoù-se : ar Prezidant gall en deus adroet lufr d’e anv gant e vanifestadeg veur “Je suis Charlie”, en 11 a viz Genver, hag ar Republik a c’hello kas da benn he labour dispac’hel ha ne oa ket bet gourfennet, hervez Vincent Peillon, o reiñ d’ar Skol C’hall ur gefridi nevez – ha n’eo ket unan nevez, met un tammig divlazet e oa bet an hini gozh gant an amzer -, da lavarout eo katekizañ ar vugale, o tont eus ar bannlevioù pe get, war ar relijion laikour hag he “bevañ a-gevret”, ar pezh a vo pouezusoc’h, war a hañval, eget deskiñ dezho skrivañ, lenn, kontañ...
En diwezh, daoust hag ar Republik c’hall ne vefe ket o tont da vezañ un doare Charia republikan o vennout ren war-un-dro war ar glennel ha war ar speredel, evel ar Charia islamek a-benn ar fin. Met aze diwallit ! Ne c’hell ket an daou kenvezañ, ar brouenn hon eus er mare-mañ. Poent e vefe marteze da lenn levr Michel Houellebecq, emañ o paouez dont er-maez, hag a zo e dalbenn “Soumission”, a zo troidigezh ar ger “Islam” e galleg. D’an nep en deus divkouarn evit klevout, ra glevo ! (Mazh. 11, 15)
Yann Tregael
Lexique
- Rizhek : typique.
- Ar meziennoù : les médias.
- Argerzh : processus.
- begozhiñ : menacer.
- Kedanavezet : reconnu.
- Skorennañ : subventionner.
- Gouloc’h : culte.
- Keviunad : concordat.
- Mat e vefe, en ur dremen, degounañ e oa ur gaou digant ar Stad c’hall komz eus Elzas ha Loezhren kemeret digant Frañs gant Alamagn e dibenn ar brezel 1870 ; reizh e oa evit Elzas a-bezh (nemet tiriad Belfort), met evit Loezhren e oa faos, n’ez eas gant Allamagn nemet departamant Mozell, ha c’hoazh, kantoniou e-lec’h e veze komzet nemet galleg, ne fellas ket da Alamagn o c’hemer, destaget e voent ouzh departamant ar Meurthe a voe anvet neuze Meurthe & Moselle. En diwezh, n’ez eas gant Alamagn e 1870 nemet tiriadou e-lec’h e veze komzet ur yezh c’hermanek.
- Forc’hellegezh : ambigüité.
- Boserezh : abattage des bêtes.
- Aberzhour : sacrificateur.
- Emlorc’hek : prétentieux.
- Mesbukadoù : attentats.
- Tevezeg : premier ministre.
- Islamgasaouriezh : islamophobie.
- Didaer : modéré.
- Soliet war : fondé sur.
- Eizhavour : extrémiste.
- Reizhabegadur : justification.
- Hennad : essence, nature.
- Ar bevañ a-gevret : le vivre ensemble.
- Reuzied : victime.
- Ar glennel : le temporel, le matériel, opposé au spirituel.