in War Raok ! - n° 70 - Août 2024
Un amzer vat evit ar binvioù sonerezh e Breizh a voe dibenn an XIXvet kantved. Bras-kenañ e oa niver ar sonerien. Muioc'h-mui a sonerien daou-ha-daou, harpet gant un tabouliner a-wechoù, a vez kavet adalek ar bloavezhioù 1880-1890 ha kantadoù a strolladoù a oa er vro. Kregiñ a reas an niver da goazhañ avat, adalek ar bloavezhioù 1920. Ma oa trawalc’h gant ar c’haner evit degouezhioù ar pemdez, e veze brav avat kaout ur soner pe zaou da gaeraat an aergelc’h da geñver ar foarioù, ar pardonioù pe ar gouelioù bras. N’halled ket tremen hep ar c’houblad biniaouer-talabarder evit an eureudoù ma veze dastumet familhoù, amezeien, mignoned hag ar geriadenn a-bezh alies. Listenn sonioù an eureud (an ton da lakaat ar wreg nevez da ouelañ, ton ar c’hig-rost, ton soubenn al laezh) a veze afer ar sonerien ha ne oant ket eno hepken evit lakaat kantadoù a gouvidi da zañsal met ivez evit aozañ lies lankad al lidadeg. E gwirionez, e kevredigezh kozh ar gouerien e Breizh, ne c’halle bezañ ebat bras ebet hep sonerien. Kontrol d’ar c’haner, ar soner a veze paeet diouzh e labour. Ne veze ket uhel ar gobr, alies e veze ret dezhañ kaout ur vicher all met a-walc’h e oa dezhañ da wellaat e stad. Kaserien ar fest e oant, « gwerzhourien avel » ‘veze graet anezhe, ur gwir roll sokial a oa gante.Tennañ a rae ar sonerien o zonioù diouzh ar c’hanaouennoù pobl. Ezhomm oa dioute da gentañ-holl evit kas an dañsoù en-dro. Stummoù disheñvel mat a oa d’an dañsoù war ar maez, met tri stumm pennañ a oa dezhe : an dañsoù kumuniezhel e rontoù pe kudennadoù, an dañsoù gant lunioù deut diwar ar c’hontredañsoù hag an dañsoù daou-ha-daou. Ouzhpenn ar vombard hag ar binioù kozh e veze sonet gant binvioù all e lec’hioù zo, evel ar veuz tro-dro da aber ar stêr Liger, ar violin e Breizh-Uhel, ar viell en arvor Bro-Sant-Brieg, an dreujenn-gaol ral-a-wech, pe c’hoazh an akordeon diatonek. Krog e oa ar « folklorourien » da gaout deur ouzh sonerezh Breizh e dibenn an naontekvet kantved, da gentañ Louis-Albert Bourgault-Ducoudray a zastumas tonioù adalek 1881. Embannet e voe ar c’hentañ dastumadeg tonioù e 1897 gant ar c’horonal Bourgeois eus Brest hag an dielfennadur skiantel kentañ eus an dra-se a voe embannet e 1922 e kannadig Unvaniezh Rannvroel Breizh. Dre atiz ar « folklorourien » hag an emsaverien vreizhat e voe aozet kenstrivadegoù adalek 1881 betek ar bloavezhioù 1930. Dougen a rae ar sonerien gwiskamantoù breizhek ha kregiñ a rae an devezh gant dibunadeg an holl berzhidi.
Orin ar bagadoù
Er bloavezhioù 1920 e tegouezhas ur c’hemm bras er gevredigezh vreizhat, gant ar rummadoù nevez : dilezet e oa ar gwiskamantoù hengounel koulz hag ar sonerezh. Gwelloc’h e oa gant ar Vretoned an tonioù gall a veze klevet er skingomz. Memes tra er balioù ‘lec’h ma kemere an dañsoù gall plas dañsoù ar vro. Gant ar cheñchamantoù sokial hag ekonomikel e teue sevenadur ha yezh Breizh da vezañ santet evel traoù dic’hizet ha warlerc’hiet.
Gwazh a se evit ar c’houblad biniaouer-talabarder a oa o vont da get, daoust d’e binvidigezh ha d’e zibarelezh. Er bloavezhioù 1920 n’eus ken met un dek bennak a sonerien hengounel war ar vicher. Klasket e voe neuze kenstrollañ ar sonerien pa voe krouet KAV ( Kenvreuriezh ar Viniaouerien) e 1932 gant Herve ar Menn, Dorig Ar Voyer ha Robert Audic, Bretoned Pariz anezhe. Goude e voe ganet Bodadeg ar Sonerien (BAS) krouet e-kerzh Kendalc’h Ensavadur Keltiek Breizh e 1943. D’an 23 a viz mae 1943 e roas Bodadeg ar Sonerien hec’h abadenn gentañ e porzh Breujoù Breizh e Roazhon. Dorig ar Voyer, Efflam Kuven, Robert Marie, Iffig Hamon, Rene Tangi ha Polig Monjarret ‘voe diazezerien BAS. Al labour kentañ, kaset da benn gant Dorig Ar Voyer, ‘voe fardañ binvioù, un dra diaes da ober rak ne oa ket aes kavout an danvezioù dereat (koad, ler…). Karget e oa Polig Monjarret da zastum ar sonioù gant ar seitek soner kozh bev c’hoazh. Notenniñ a rae pep tra gant e zorn ha kutuilhet en devoa kantadoù a bezhioù hag a voe studiet goude gant ar sonaozour yaouank Jef Ar Penven. E keit-se e kroge BAS da stummañ tud, dreist-holl e-doug kampoù sonerezh hañv, diwar skouer ar skouterezh (Skouted Bleimor). Dalc’het e voe ar c’hamp sonerezh kentañ e miz gwengolo 1943 e kastell Kerrioù Gouezeg, gant un ugent bennak a zeskarded.
Eñvor ur sevenadur gwriziennet
Abalamour d’ar brezel ne voe marilhet statudoù BAS e prefeti Roazhon nemet e 1946. Da brezidant e voe anvet Dorig Ar Voyer, Polig Monjarret da sekretour ha Robert Marie da deñzorer. Tri c’hant ezel a oa e BAS e 1946. Da gentañ e seblante ar mennad bezañ diskiant : « Evit meur a zekrier e seblant ar stourm nevez-mañ bezañ kollet a-ziaraok dre ma ya a-enep d’ar mennozioù a-vremañ ». Mennad ar bagad e oa, da heul hini pipe-band-où Bro-Skos, ar pezh a zedennas ar sonerien yaouank. Goude meur a striv da vodañ sonerien e-barzh ur strollad e teu a-benn Polig Monjarret, hag a zo o chom e Karaez abaoe 1947 hag a zarempred ar c’helc’h keltiek eno, da vodañ sonerien ha da grouiñ ar bagad kentañ e Karaez e 1948, dindan stumm an tri letrinad hag a zo anezhañ c’hoazh hiziv : bombardoù, binioù bras (hini Bro-Skos bremañ) ha taboulinoù.skosad ha toserezh.
Aozet e voe kampionad kentañ ar bagadoù e Kemper e 1949. D’ar c’houlz-se ne oa nemet daou anezhe, hini Karaez ha hini Rostren. Da c’houde e voe aozet kenstrivadegoù sonerezh e Kemperle hag e Brest war-lerc’h, eus 1953 da 1970, e-kerzh Gouel ar Binioù. Hiziv ez eus ouzhpenn dek strollad ha tri-ugent, da lavarout eo war-dro pevar mil a sonerien (lodennet e pemp rummad hervez o live teknikel) hag a c’hoari taer evit bezañ anvet kampion, leshanv enorus-kenañ. E-barzh ur bagad, an holl o deus ar santimant da aparchantañ ouzh ar memez familh, da ren ur vuhez dreistordinal.
Adalek deroù ar bloavezhioù pevar-ugent eo bet pinvidikaet meur a vagad gant ur c’helc’h keltiek gant ar mennad da grouiñ abadennoù sonerezh ha dañsoù. Bagad Alre, bet kampion Breizh meur a wech, a ginnig deomp abaoe un ugent vloaz bennak abadennoù dreist ha leun a ijin. Bezañ ‘zo anezhañ hiziv ur meni orkestra breizhek. Dedennet e vez muioc’h-mui a dud bremañ gant sonerezh Breizh. Entanet eo ar yaouankiz gant sevenadur ar vro. Kenderc’hel a ra idantelezh Breizh da vevañ ha da emdreiñ dre ar sonerezh koulz ha dre an dañs hag ar yezh. Un douar a hengoun eo Breizh ha gouezet he deus mirout eñvor ur sevenadur gwriziennet, breizhek ha keltiek. Lorc’h ur bobl hag ur vroad eo.
An Deureugenn