Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

YANN SOHIER, SKWER AN EMSAVERION (1901-1935)


Rédigé le Mercredi 24 Avril 2024 à 12:11 | Lu 12 commentaire(s)


IN WAR RAOK ! - N° 30 - Juin 2010


Pa weler e peseurt lagenn emañ an Emsav hiziv an deiz, bruzhunet pa n'eo ket mildammet e nerzh gant an disemglevioù o ren er mare-mañ, ez eo mat degas da soñj ur prantad eus hon istor pa c'halle an dud labourat asambles davet ar memes pal daoust ma oa disheñvel-mat o menozhioù a-wechoù. 
Pemzek vloaz ha tri-ugent zo e varvas Yann Sohier, ur pennderc'h d'an Emsav ma'z eus unan. Marvet e oa ouzh ar stern, lazhet gant re a labour, d'an oad a bevar bloaz ha tregont. Un taol kriz e voe evit e wreg Anna hag e verc'h Mona met ivez evit an Emsav a-bezh rak karet ha doujet e oa gant an holl. 

Ar skolaer brezhoneg

Ganet e oa Yann Sohier e Breizh-Uhel, e Loudieg, en ur familh c'hallek e 1901. D'e seitek vloaz ez eas da skol-vistri Sant-Brieg d'ur mare ma oa ar ar brezel a rene ar republik c'hall a-enep d'ar brezhoneg en e grisañ. Eno eo e tiwanas ennañ ar garantez evit ar yezh, daoust (pe marteze abalamour ?) d'ar bruderezh enepbreizhek a veze graet er skol-se. Kregiñ a reas neuze da zeskiñ brezhoneg ha pa voe echu e studioù e stagas da vat da labourat evit ma vefe kelennet ar yezh er skolioù ha da glask kendrec'hiñ e genskolaerien. E 1933 e krouas ar gelaouenn Ar Falz evit brudañ ar stourm evit ar yezh e metoù ar skolaerien lik. Ober a reas e veno ivez krouiñ un tiegezh brezhonek ha gant-se e timezas gant ur skolaerez, ur vrezhonegerez yaouank eus Lanniliz, Anna an Den hag a oa a-du gant mennozioù Ar Falz. Evel-se e voe savet e brezhoneg o merc'h Mona hag a zo anavezet mat evel Mona Ouzouf, an istorourez vrudet. Peogwir e oa marvet ken yaouank, n'en devoa ket bet amzer Yann Sohier da zeskiñ trawalc'h a vrezhoneg evit dont da vezañ ur skrivagner bras, met gallet en devoa memestra sevel ur levr evit kelenn ar yezh er skolioù, Me a lenno, bet embannet goude e varv, e 1941. A-hend-all ne skrivas ket kalz, met brudet-tre eo ar varzhoneg a voe kavet en e baperoù, E-tal ar Groaz, hag a voe embannet e niverenn 80 Gwalarn gouestlet dezhañ e miz gouere 1935. Skrivet-kaer eo ar varzhoneg-se ha fromus-kenañ, danvez ur skrivagner a oa ennañ, anat eo. Adembannet e voe nevez 'zo e niverenn 28 War-Raok !

Ar « Breizh Atav » ruz

Dre ma oa bet stummet Yann Sohier e skol-vistri Sant-Brieg, hag a oa, evel an holl skolioù-se, dindan levezon ar gomunisted d'ar c'houlz-se, n'eus ket da souezhiñ e oa Yann troet muioc'h war-du an tu-kleiz eget war-du an tu-dehou. Mignon bras e oa zoken da v-Marsel Cachin, unan eus pennoù bras ar gomunisted e Bro-C'hall, brezhoneger a vihanik ha mignon d'ar brezhoneg ivez. En amzer-se ne oa ket ar gomunisted enebourien d'an emrenerien, pell ac'hane. Tost-tre e oa Sohier d'ar strollad komunour, hogen biskoazh ne voe ezel anezhañ. Er c'hontrol, oberiant-kenañ e oa er strolladoù breizhek broadel ha skrivañ a reas ingal er gelaouenn Breiz Atao. Ha ne oa ket ur broadelour klouar rak e 1931 e teuas da vezañ ezel eus ar strollad taerañ, Strollad Broadel Breizh (PNB). E 1932, pa voe lidet pevar-c'hantvet deiz-ha-bloaz unaniezh Breizh ha Bro-C'hall e voe lakaet « monumant ar vezh » e Roazhon (e-lec'h ma veze gwelet Breizh daoulinet dirak Bro-C'hall) da darzhañ gant ar strollad kuzh Gwenn ha Du. Yann Sohier ne chomas ket dibalamour kennebeut. Un taol kaer a reas : lammat gant karr Edouard Herriot en un huchal : Bevet Breizh dieub !  En Emsav neuze e veze kavet a bep seurt tud, gwenn pe ruz evel Abeozen, da skwer, ar skrivagner leonat hag a oa eñ ivez tost d'ar gomunisted. Unvaniezh a oa avat rak an holl dud-se a ouie e labourent evit an hevelep uhelvennad. 


Skouer an unvaniezh

Pa varvas Yann Sohier e teuas Marcel Cachin d'ober ur brezegenn e-tal e arched hag an Aotrou Yann-Vari Perrot e-unan a ganas an oferenn-interamant. Gwelloc'h prouenn n'halljed ket kaout eus talvoudegezh an emsaver-se ! Ha diskouez a ra mat en deus cheñchet ar bed hag an dud abaoe. Gwechall e c'halle an holl vrogarourien en em glevout pa veze ret evit mad ar Vro ha ne veze diaoulekaet den ebet. Bremañ siwazh emañ ar Vrezhoned oc'h en em zrailhañ, pep hini o sachañ diouzh e du hag oc'h eskumunigañ ar re na soñjont ket dres eveltañ.

N'eus nemet sellout ouzh ar votadeg diwezhañ : Frederig ar Bouder en devoa lavaret e vefe mat votiñ evit listenn an Troadeg. Ha petra en devoa graet ar genaoueg-mañ, ma n'eo ket dislonkañ e vestl war ADSAV. Ne oamp ket o c'hortoz gourc'hemennoù digantañ, met bezañ serret e c'henou da nebeutañ. Setu en deus c'hwitet kaout 5% eus ar mouezhioù. Ma vije chomet sioul e vefe bet kalz gwelloc'h an disoc'hoù, marteze zoken e vije aet un toullad e-barzh ! Gwazh a se evitañ, met trist eo, rak ur bern tud a feson, brogarourien wirion, a oa war e listenn.
Ya « aet eo da hesk » abaoe pell « eienenn fresk awen ar ouenn » !
 
An Deureugenn




Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 29 Août 2024 - 08:43 Sonerezh hag hengounioù pobl e Breizh

Jeudi 29 Août 2024 - 08:38 La bataille de Trans-la-forêt



War Raok n° 70 - Été 2024


Éditorial


29/08/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss